devezh ober ar gelennerion eil derez war ar brezhoneg e Roazhon

Bodet e oa d’ar 14 a viz Meurzh e Roazhon kelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg en eil derez publik e Roazhon evit reiñ o soñj d’ar rektorelezh diwar-benn an doare ma vez meret ar c’helenn brezhonek er mare-mañ ha sachañ evezh an dud war kudenn ar c’hentelioù opsion a vo serret e meur a skolaj a-benn ar bloaz a zeu.

Un ugent kelenner bennak a oa deuet d’an emgav roet gant ar SNES ha gant ar gevredigezh Kelennomp ! ur gevredigezh nevez o vezañ savet da vodañ ar gelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg en holl liveoù hag en holl hentennoù.

Goude bezañ labouret war stad ar c’helenn brezhonek publik diouzh ar beure e oant bet degemeret d’abardaez er rektordi ha selaouet gant dileuridi ar velestradurezh. Respont fetis na dinec’hus ebet n’o deus bet avat, hag embannet o deus e oant prest da vont pelloc’h a-benn sachañ evezh an dud war ar c’hudennoù bet lakaet war wel gante.

Selaouet int bet ivez gant ar mediaoù, kazetennoù, chadennoù skinwel ha skingomz ar vro. A-raok pell e kinnigint emgavioù all d’o c’holeged ha d’an holl dud prederiet gant ar c’helenn brezhonek.