Pouezañ a-stroll war ar Sened evit ar forfed-skol

A-benn nebeut e labouro ar senedourien war danvez lezenn Blanquer “skol ar fiziañs”.

Asantet e oa bet gant ar Stad heuliañ alioù ar CTAP, bodad kumunioù Breizh, diwar-benn pevare abeg ar forfed-skol, ar pevare “degouezh disdalc’hus” a redio ar c’humunioù da baeañ ar forfed-skol evit ar vugale a ya da gumunioù all evit bezañ skoliataet e brezhoneg, goude ma oa bet korbellet gant ar bodad broadel. Prometet e oa bet neuze ma vefe ouzhpennet pa dremeno al lezenn er Sened. Met skarzhet eo bet en-dro e-pad an emvodoù prientiñ er Sened nevez zo.

Kensinet eo bet ul lizher gant Diwan, Divyezh, Kevre Breizh ha Kelennomp! evit ma ne vefe ket ankouaet ar promesa graet d’ar Vretoned gant ar Stad, evit pouezañ a-stroll war ar senedourien a-raok ma vo votet al lezenn er miz-mañ.