Kenemglev Stad-Rannvro 2021-2025 evit an treuzkas yezhoù Breizh : kinnigoù d’ar rannvro

Echu eo ar c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez sinet e miz Du 2015 evit ar prantad 2015-2020 . E-barzh ar c’henemglev-mañ e oa  traoù a-bouez evit ar c’helenn brezhoneg ha dazont hor micherioù (pal da dizhout evit niver a vugale er c’hlasoù divyezhek, digoradur hentadoù nevez, niver a bostoùr er genstrivadeg publik CRPE, arc’hantaouiñ TES, kehentiñ evit ar brezhoneg er skolioù ..). Ur bochad traoù a vanke ivez evel ar stummadur kentañ ha dibaouez ha lod eus ar promesoù n’int ket bet doujet ivez…

Kemeret hon eus perzh ivez el labour kaset da benn get Kuzul sevenadurel Breizh el lodenn deskadurezh evit aliañ ar rannvro war ar c’henememglev nevez 2021-2025. Da lenn al  lizher kaset gant Prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, Bernez Rouz, d’ar Prezidant Rannvro, Loïg Chesnais-Girard d’ar 1añ a Viz Here 2020 hag an daolenn staget gant kinnigoù Kuzul Sevendurel Breizh .

Kaset eo bet kinnigoù resis gant Kelennomp! d’ar rannvro d’ar 7 a viz Here 2020 ivez a-benn klokaat ha spisaat al labour kaset da benn gant Kuzul Sevenadurel Breizh war dachenn an deskadurezh.

E-penn kentañ eus an teul Kelennomp! da lenn amañ  e kemeromp elfennoù eus ar c’henemglev 2015-2020 evit lakaat war wel ar mankoù hag ar reizhadurioù d’ober evit ar c’hendivizad nevez war ar stern.

Goulenn a reomp d’ar Rannvro ha d’e brezidant Loïg Chesnais-Girard da bouezañ kreñv war ar Stad, Prefeti Breizh hag ar Rektordi evit kaout ur c’henemglev a c’hell reiñ un dazont d’ar c’helenn brezhoneg e Breizh.