Goulennaoueg evit an dilennadegoù kannaded : peseurt politikerezh evit hor yezhoù ?

El ma oa bet graet evit ar c’houlzad prezidantel zo bet kaset ur c’houlennaoueg enlinenn (liamm) get ar c’henstroll Evit Ma Vevo Hor Yezhoù d’an danvez kannaded. Kement-mañ evit gouiet ar pezh a soñjehent gober evit kas àr-raok yezhoù pep tachad .

Evit Breizh emañ bet kaset ar c’houlennaoueg-mañ d’an danvez kannaded get meur a gevredigezh ezel ag EVIT MA VEVO HOR YEZHOÙ (Diwan, Kelennomp!, Kevre Breizh) ha get ar c’henstroll Ai‘ta ! ivez.

7 GOULENN (amañ ar goulennoù a-bezh), zo bet savet doc’hte get ar c’henstroll; ouzhpenn, evit pep unan anezhe e c’helle an danvez kannaded resisaat o respont get un evezhiadenn. Evit bout resisoc’h e tenne ar 7 goulenn-mañ da : kemm ar Vonreizh, ar c’helc’hlizher evit ar c’helenn dre soubidigezh, an argant evit an deskadurezh, implij ar yezhoù tiriadel er vuhez publik hag o c’henofisielaat, Karta Europa evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver, ar sevenadur.

Kentañ penn en deus choazet  ar c’henstroll goulennata an danvez kannaded àr ar renk en tachadoù e-lec’h ma vez komzet unan ag hor yezhoù. En holl zo bet kaset 900 goulennaoueg  ha resevet 175 respont. N’eo ket bet kaset ar c’houlennaoueg d’an danvez kannaded àr ar renk evit strolladoù an tu-dehou pellañ ; evit ar C’henstroll, n’hell ket klotiñ ar vodell kevredigezh a veulont get an hani a zifenn ar C’henstroll.

AN HOLL RESPONTOÙ a C’HELL BOUT GWELET ÀR AR GARTENN ETREOBERIANT AMAÑ ! 

MOD IMPLIJ : Evit kavout an disoc’hoù n’ho peus nemet klikiñ àr pep pastell-bro ag ar gartenn evit lakaat àr-wel an danvez kannaded respontet gete. Eno e kavoc’h temoù berraet ar 7 goulenn, ar respontoù e berr gerioù. Evit kavout ar respontoù a-bezh n’ho peus nemet klikiñ àr-lerc’h àr ar liamm « réponse détaillée » evit pep danvez kannad.

NB : Evit an dud war ar renk n’o deus ket respontet c’hoazh…n’eo ket diwezhat c’hoazh  (liamm goulennaoueg amañ) !  Hizivaet e vo ar gartenn respontoù betek daou zevezh araok pep tro.