Staj PREDER Kelennomp ! 2024 : ar rakprogramm

Al lec’ h : Lec’hiet e vo ar staj “PREDER” Kelennomp! 2024 e PRESBITAL KOZH e LANDELO (29), KREIZ BREIZH 

Linenn-stur  : Ur staj evit bevañ e brezhoneg penn da benn, prederiañ ha kaout plijadur !

Priz ar staj : Gwener + Sadorn  25 € / Sadorn hepken : 15 € ( + skodenn ar bloaz evit ar re n’o deus ket graet c’hoazh)

Gwener 7/06: 

  • 7 e noz : Degemer / digor kalon + gweladenn heñchet  “Istor Presbital Kozh” + dibab e/he g/ch’ambr 
  • 7 e 45 :  Emvodig  keleier ha buhez ar gevredigezh, stad an traoù war teuliadoù zo (tagadenn ar Stad dirak al lez-varn velestradurel…) + dazont ar gevredigezh (war-zu krouiñ ur c’huzul-merañ)
  • 8 e 30 : Pred tomm ( gant ur tineller lipous !)
  • 9 e 30 : Sonadeg AMELIK bet gounezet e 2023 an TAOL-LAÑS, rummad DAZONT
  • 10 e 30 : amzer libr, flapiñ pe mont da gousket …

Sadorn 8/06 : 

  • 8 e 30 mintin : Lein
  • 9e 30 :  “War-zu un doare da geñveriañ ar c’helenn brezhoneg hag ar c’hembraeg e-pad an 3 vloavezh kentañ a-raok ar skol pe e-penn kentañ ar skol ” : elfennoù kentañ evit Bro Gembre”,  gant Renan Kerbiquet , Skolaer er skolioù publik  (tezenn kroget d’ar 26/11/2012), Labo CELTIC BLM / Skol-veur Roazhon 
  • 10 e 30 : Troc’h … banne kafe
  • 10 e 45 :  “Diagnostik ha metodologiezh  ar c’helenn divyezhek abred galleg-brezhoneg” , gant Ariane Guguen, Skolaerez e DIWAN, tezenn soutenet d’ar 6 a viz Kerzu 2023 (skol-veur Roazhon 2) 
  • 12 e 00 : Pred
  • 2 e 00 : Lezenn (Molac) eus an 21 Mae 2021, Kenemglev Stad-Rannvro Breizh Miz Kerzu 2022, ha NEUZE ?” gant Paul Molac (Kannad ha Prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg) 
  • 3 e 15 : Troc’hig … banne kafe
  • 3 e 30 : Raktres ur staj Preder 2025 war un ton bras gant skolveuridi skol-veur Bangor (Bro Gembre) : “Translanguaging” (eil derez) , soubidigezh diwezhat  ha Bilañs ar staj 2024 
  • 4 e 00 : renkañ .. ha betek an distro !

Evit lakaat hec’h anv : AMAÑ !