Embannadurioù

Kavout a reoc’h er bajenn-mañ embannadur kentañ Kelennomp ! :“AR BREZHONEG DRE GOMZ ER C’HLASOÙ SKOL-VAMM”. Empentet eo bet al levr-mañ evit un embannadur e stumm PDF gant un daolenn etreoberiat evit gallout mont diouzhtu war temoù zo ha fichennoù zo. Kavout a reoc’h ivez liammoù hag a gas da zanvezioù all, dafar TES da skouer, met ivez dafar all a c’hell bezañ implijet er skol-vamm. Un adlenn yezh (ereadurezh, yezhadur) hag un adlenn a-fet termenoù zo bet sevenet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Levezonet eo bet an teul-se gant ar programm « Croesi i’r Bont » (treuziñ ar pont) savet gant ar rouedad Mudiad Meithrin, e Kembre, evit bugale etre 2 ha 4 bloaz, araok ar skol. Diazezet eo an teullevr war ur c’heriaoueg hag un ereadurezh evit ar skol-vamm e c’helloc’h pellgargañ amañ e stumm PDF gant un daolenn etreoberiat ivez.

Savet eo bet an teullevr-mañ evit talañ ouzh an diouer a hentennoù evit heñchañ ar gelennerien a grog gant ar vicher er skol-vamm peurgetket. Ur seurt boest ostilhoù eo. Emichañs e c’hallo hentennoù all bezañ krouet evit ar c’helc’hioù deskiñ all a-benn nebeut. 

Kavout a reoc’h e-barzh an teul patromoù yezh da implij gant ar c’heriaoueg hervez oad ha live yezh ar vugale er skol-vamm.  Diazezet eo an teullevr war implij al lidoù, ar c’hornioù c’hoari dreist-holl.

Implijet e vez abaoe pell al lidoù hag ar c’hornioù c’hoari er skol-vamm e Frañs. Dav eo teurel ur sell nevez war an doare da implij anezho en un doare efedusañ ar gwellañ. Digarezioù a-feson int evit reiñ tu d’ar vugale da glevet ha da zeskiñ patromoù yezh (an degemer, implij ar c’hornioù c’hoari, an istorioù, ar c’hanaouennoù, ar rimadelloù, ar prantadoù debriñ, hag all… an holl darvoudoù bihan a c’hoarvez bemdez pe hogosik en ur c’hlasad skol-vamm). 

Skouerioù eus patromoù yezh frammet a zo diskouezet dindan an titloù ‘Kompren’ ha ‘Lavaret’ gant ur c’heriaoueg a-live. Broudañ a reomp ac’hanoc’h da ginnig ar re-se d’ar vugale, gant ar spi e teuint da gompren ha dreist-holl da lavaret anezho a-hed an amzer. Evel-se e vo diorroet barregezhioù yezh pep buhel a-hed ar bloaz. 

Kanaouennoù pe rimadelloù e-liamm gant ar prantadoù kinniget e kavoc’h ivez. Lavaret pe kanañ anezho, a-hed an amzer, a zegaso patromoù yezh en un doare “naturel” er gomz. Ret-holl eo eta e vefe kinniget ar c’hanaouennoù pe ar rimadelloù d’ar vugale ingal. An darn vrasañ anezho a vez kavet e-barzh dafar pedagagol kinniget gant TES (Kañan  a ri, Rimadelloù a ri , C’hoari e brezhoneg, Enora ..). Ouzhpennet eo bet lod all ivez. Tu vefe ijinañ ha sevel kanaouennoù nevez o klotañ muioc’h gant prantadoù al lidoù pe ar c’hornioù c’hoari ivez. 

En teul-mañ e kavoc’h kinnigoù levrioù da implij. Rannañ istorioù gant ar vugale ingal zo un doare da ziorren o barregezhioù yezh. Broudañ a reomp ac’hanoc’h da lakaat an istorioù da vevañ dre implijout jestroù ha binvioù ivez.  En ur ober kement-se, e teuio ar vugale da gompren ster ar gerioù hag ar patromoù yezh kinniget en istor.