Piv omp-ni?

Evit piv?

Pal ar gevredigezh-mañ a zo bodañ an holl re a gelenn brezhoneg hag e brezhoneg er skolioù-mamm, er c’hentañ derez, er skolajoù hag el liseoù, e skolioù uhel ar c’helennerezh hag an deskadurezh hag er skolioù-meur en deskadurezh stad, katolik pe Diwan, dre lizher, er c’hreizennoù-stummañ hag er c’hentelioù-noz evit kas ar brezhoneg war-raok en deskadurezh.

Evit petra?

Evit kas hor micherioù war-raok ar pellañ ar gwellañ, hag harpañ diorren hor yezh.

Penaos?

Erru eo uhel an niver a bostoù liammet get ar c’helenn brezhoneg (ouzhpenn 900 post-labour), mall eo deomp-ni sevel en-dro ur benveg nevez evit diskouez ha sevel ur preder boutin deomp evit mont war-raok, pouezañ war ar frammoù all (kumunioù, tolpadoù-kêrioù, kumuniezhoù kumunioù, departamantoù, rannvro…) en ur dolpiñ ar muiañ ac’hanomp.