Disul 24 a viz Mae e oa bet embannet gant ministr an Deskadurezh-Stad Edouard Geffray e c’hallo al liseidi tremen un arnodenn evit un arbennigiezh en ur yezh “rannvro” adalek 2028.
An tu da dremen ar vachelouriezh a oa unan eus an 23 erbedadenn a oa bet embannet e danevell Sened ar bodad kelaouiñ diwar-benn priziañ al Lezenn Molac e miz Here 2025 gant ar senedourien Karine Daniel ha Max Brisson.
Selaouet oa bet ar ministr gant bodad studi yezhoù ha sevenadurioù rannvroel ar Vodadenn Vroadel d’ar Merc’her 20 a viz Mae ha lavaret e oa d’ar gannaded e vefe bet kinniget ez offisiel ar chañchamant evit ar vachelouriezh. a
Koulskoude e oa bet kaoz en dalc’h-se eus ur sujed ledanoc’h evit reiñ d’ar yezhoù rannvro ur gwir plas en Deskadurezh-Stad. Hervez kenbrezidanted ar strollad studiadennoù war ar yezhoù rannvro en dije embannet ar ministr e vefe savet ur statud evit kelenn ar yezhoù rannvro, dre un dekred a vefe embannet e-kerzh an hañv.
Emaomp o vont da aozañ evel-se, d’ar 27 a viz Mezheven a zeu, da 2e30 gm, un daol-grenn war ar c’helenn yezhoù rannvro en deskadurezh ha dreist-holl ar brezhoneg. Dalc’het e vo ar c’hendiviz-se e-barzh Gouel Broadel ar Brezhoneg, e maner Kernod, perc’hennet gant departamant Penn-ar-Bed.
An daol-grenn-mañ a vo da dem “5 bloaz goude al Lezenn Molac, petra ‘vo graet bremañ ?”.
Amañ e vo an itron Karine Daniel, kendanevellerez Danevell ar Sened diwar-benn Priziañ al Lezenn Molac, Paul Molac evel kannad daneveller al Lezenn ha kuzulier rannvro, Erwan Balanant kannad ar bastell-vro hag ezel eus bodad-studi ar Vodadenn Vroadel war ar Yezhoù Rannvro, Anne-Sophie Brats prezidantez Diwan, Rémi Toulhoat bet prezidant ar c’hevread Div Yezh, Stéphanie Stoll, bet prezidantez Diwan ha kuzulierez-rannvro hag ivez an alvokad François Marani doktor war ar gwir foran, douger ar reked a-enep d’ar Stad en abeg n’eo ket sevenet e endalc’hioù e-keñver ar c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh.
Fellout a ra d’an daol-grenn-mañ kaout un stumm nevez eus an daol grenn aozet gant ar c’hevread kevredigezhioù Evit ma vevo hor yezhoù e Baiona e miz Here tremenet da-heul embannadur an danevell senedourel. Heuliañ a ra ivez hon emgav gant ar ministrerezh d’ar 15 a viz Ebrel tremenet.
