Kemennadenn d’ar mediaoù  Div Yezh Breizh / Kelennomp ! : reked dirak ar justis war ar stern a-enep ar Stad

Reked a-enep ar Stad el lez-varn velestradurel evit bezañ nac’het gant ar Stad lakkat da dalvezout al lezenn Molac hag ar c’henemglev Stad-Rannvro war ar c’helenn brezhoneg : ur respont gant ar Stad kaset d’ar barner melestradurel.

E 2025, hon div gevredigezh Div Yezh Breizh, kevread ar c’hevredigezhioù kerent evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik, ha Kelennomp !, kevredigezh ar gelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg, o doa taget ar Stad evit mankoù fazius evit lakkat e pleustr ar c’henemglev Stad-Rannvro sinet e miz Meurzh 2022 war ar c’helenn brezhoneg.

Dre hon alvokad hor boa savet ur reked barnerezhel a-enep ar Stad kaset d’a lez-varn velestradurel Roazhon d’ar 6 a viz C’hwevrer 2025 goude bezañ bet klasket kendivizout en aner gant Rektorelezh akademiezh Roazhon evit lakaat da dalvezout ar c’hendivizad war treuzkas ar brezhoneg war dachenn an deskadurezh evit ar maread 2022-2027.   

Degas a reomp da soñj e oa bet sinet ar c’hendivizad-se e Roazhon dirak kentañ ministr ar mare-se, an aotrou Jean Castex, o kemer da framm lezenn nevez an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwarez glad ar yezhoù rannvroel ha brudañ anezho, lesanvet “Lezenn Molac”.

Roet eo bet deomp da c’houzout respont ar Stad e stumm ur c’hounskrid evit difenn 30 pajenn anezhañ (e-maez ar stagadennou) gant lez-varn velestradurel Roazhon.

Ar goulenn greiz savet e-kreiz an afer eo gouzout hag-eñ e c’heller azgoulenn e vefe lakaet ar c’henemglev Stad-Rannvro da dalvezout war-eeun al lezenn Molac, ar pezh a zegasfe ur gwir redi d’ar c’henemglev, ha ket evel un engouestl simpl, hep na vefe lakaet d’e dalvezout evit gwir e-keñver endalc’hioù ar Stad.

Respont a ra ar Stad d’al lez-varn velestradurel n’eo ket ur gwir redi. Lezenn Molac n’he dije cheñchet netra, daoust da labourioù ar barlamantourien ha da vouezhiadeg al lezennourien. Un efed a vo neuze war an engouestloù kemeret gant ar Stad war pal 30 000 skoliad en hentad divyezhek, hollekaat kelenn ar brezhoneg en amzer-skol e-maez an hentad divyezhek, tuta ha stummañ ar gelennerien divyezhek.

A-benn nebeut emaomp o vont da reiñ ur respont d’al lez-varn e framm reizh an argerzhadur. Moarvat e tlefe ar varnadenn dibenn bezañ e-kerzh c’hwec’hmiziad diwezhañ 2027, da lavaret eo e fin prantad ar c’henemglev Stad-Rannvro. Degas a reomp da soñj ivez eo bet gallet ober un obererezh war hir amzer dirak ar justis a-drugarez d’ar gevredigezh Skoazell Vreizh hag he donezonerien.