Kemennadenn Ministr an Deskadurezh-Stad war ar Bak : ur c’hammed kentañ war-zu ur gwir statud evit kelenn ar yezhoù rannvro ?
Disul 24 a viz Mae e oa bet embannet gant ministr an Deskadurezh-Stad Edouard Geffray e c’hallo al liseidi tremen un arnodenn evit un arbennigiezh en ur yezh “rannvro” adalek 2028. An tu da dremen ar vachelouriezh a oa unan eus an 23 erbedadenn a oa bet embannet e danevell Sened ar bodad kelaouiñ diwar-benn priziañ al Lezenn Molac e miz Here 2025 gant ar senedourien Karine Daniel ha Max Brisson. Selaouet oa bet ar ministr gant bodad studi yezhoù ha sevenadurioù rannvroel ar Vodadenn Vroadel d’ar Merc’her 20 a viz Mae ha lavaret e oa d’ar gannaded e vefe…
