Kemennadenn : Lizher da v/Ministr an Deskadurezh-Stad kensinet gant 21 kannad ha senedour ha gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell Breizh ha Kelennomp !
Amañ stag e kavot al lizher kaset da v/Ministr an Deskadurezh-Stadal sinet gant 21 kannad ha senedour breizhat (akademiezh Roazhon) hag ar c’hevredigezhioù Diwan (rouedad skolioù dre soubidigezh e brezhoneg), div yezh Breizh (kevredad kevredigezhioù kerent ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg er skol bublik), Divaskell Breizh (kevredad kevredigezhioù kerent ar skolidi evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù katolik) ha Kelennomp! (kevredigezh ar gelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg). Kejet hon doa hor rouedadoù kuzulierez sokial kabined Gabriel Attal d’ar 4 a viz Gwengolo. Ma oa dereat ar selaou, n’eus bet kavet disoc’h fetis ebet evit poent. Ne zouj…
