Arnodennoù matematikoù e brezhoneg er vachelouriezh : ha neuze ?

Kaset hon eus ul lizher d’ar rektor e dibenn miz Kerzu evit goulenn resisadurioù e-keñver arnodennoù bachelouriezh e brezhoneg goude disklêriadennoù Ministr an Deskadurezh Blanquer e Breizh d’an 29 a viz Du. ——————————————————————- Monsieur Le recteur de l’Académie de Rennes, Emmanuel ETHIS  Rectorat de l’Académie de Rennes    Locmiquélic, le 30  décembre 2019 Copies à :   Monsieur Loïg CHESNAIS-GIRARD, président du Conseil régional de Bretagne  Madame Lena LOUARN, vice présidente à la région en charge de la langue bretonne Monsieur Rémi TOULHOAT, président de DIV YEZH  Madame Stéphanie STOLL, présidente de DIWAN OBJET : Autorisation de passer des épreuves du baccalauréat en…

Danevell Emvod-Meur Kelennomp! e Landelo (23/11/19)

  Danevell emvod-meur ordinal 2019 23/11/2019 e Presbital Kozh e LANDELO Bodet eo bet an emvod-meur ordinal d’an 23 a viz Du goude bet galvet an izili dre bostel d’ar 24 viz Here gant ar burev. Izili o deus kemeret perzh en emvod-meur :  Renan Kerbiquet, Goulven Morvan, Brewal Runigo, Nadine Urvois, Janig Gueguen, Goulven Ar Gag, Gildas Grimault, Mireille Arnouat, Sandrine Kalvez, Julien Antoine, Laura Bart, Tudual Audic, Yan-Pier Deredel, Maxime Touze, Eric Ligeour Renet eo bet ar c’huzul gant ar prezidant, Goulven Morvan Renan Kerbiquet , a zo bet anvet sekretour evit an dalc’h. Savet zo bet ur…

Kirri-boutin evit ar vanifestadeg e Pariz d’an 30 a viz Du e Pariz : Galv “evit ma chomo bev hor yezhoù”

Kirri-boutin a vo o loc’hañ eus Breizh evit ar vanifestadeg a vo e Pariz d’ar Sadorn mintin 30 a viz Du dirak Ministrerezh an Deskadurezh-Stad dre ar galv “Pour que que vivent nos langues” kensinet e Breizh get Diwan, Div Yezh, Kelennomp! ha Kevre Breizh ! Emañ Kevre Breizh e-karg eus aozañ ar veaj evit ar vanifestadeg.  Lakaet ‘vo e plas ur servij kirri-boutin o vont kuit eus Kemper gant arsavoù en Oriant, Gwened, Naoned hag unan all o loc’hañ eus Brest gant arsavoù e Montroulez, GWengamp, Sant-Brieg ha Roazhon. Skoazellet eo ar veaj a-fed arc’hantaouiñ get ur sammad 4 000 €…

Deskadurezh stad Mor-Bihan : an tañva d’ar liesseurted yezhel er skol-vamm a dremen dre … ar saozneg !

Kaset eo bet d’an holl gelennerion kentañ derez er pastell-vro Gwened (evit poent) un teul anvet “axes de développement des langues vivantes à la rentrée 2019″  gant ar guzulierez bedagogel e-karg eus ar yezhoù estren evit ar Mor-Bihan evit an deskadurezh-Stad.   En teul stag e oa  meneget an dra-se : Découverte de l’anglais à la Maternelle   “Les programmes de la maternelle de 2015 énonçaient la place de l’éveil à la diversité linguistique dans le langage oral.  La “note de service du 28 mai 2019« les langues vivantes à l’école maternelle » réaffirme la place de l’éveil à la diversité linguistique associé à la découverte…

Galvadeg a-enep raktresoù Blanquer “Evit ma chomo bev hor yezhoù” : manifestadeg e Pariz d’an 30 a viz Du

Kemeret en deux perzh Kelennomp ! en emvod labour aozet gant ar c’hannad europat François ALFONSI e Paris d’an 12 a viz Gwengolo 2019 war an tem “Galvadeg a-enep raktresoù ar gouarnamant ha ministrerezh an deskadurezh-Stad”.  Kavout a rit ar galvadeg da lenn ha da sinañ amañ  ha dindan ar rentañ-kont hag ar postel orin kaset d’ar c’hevredigezhioù Frañs. Rentañ-kont eus an emvod :  Un 40 den bennak a oa aze : An darn vrasañ e anv kevredigezhioù / ofisoù a labour war yezhoù « rannvro » (okitaneg, euskareg, korseg, alazaseg, katalaneg, flandreg, arpitaneg ha brezhoneg) Daou a oa en anv ensavadurioù…

Emgavioù red-micher hag enselladennoù evit ar gelennerien divyezhek 1ñ derez er Mor-Bihan… e galleg Hepken !

Lodenn ouzhpennet d’ar 15 /12/19  : Klevet hon eus komz e oa bet anvet ‘benn ar fin un ensellerez LCR evit ar Mor-Bihan adalek an 20 a viz Du. Isabelle Le Nabat an hani eo, bet kuzulierez bedagogel hanteramzer evit ar brezhoneg er Mor-Bihan betekhen. Laouen tre omp o tegemer seurt doare ! Donemat Itron Ensellerez !  Souezhet mik omp bet o klevet komz e vo graet an enselladennoù hag an emgavioù red-micher (entretiens de carrière) e galleg hepken evit ar skolaerien divyezhek (katolik, diwan ha publik) e departamant ar Mor-Bihan. En abeg ne vo ket mui a enseller e-karg eus ar…

Rouedad ar brezhoneg : Ur steuñv ober evit reiñ un dazont d’hor yezh

Votet eo bet “heñchadurioù bras politikerezh ar rannvro” evit ar brezhoneg d’ar 14 a viz Kerzu 2018 gant Kuzul Rannvro Breizh. Kregiñ a ra an teul-se gant ar frazenn: “Sevel ar gevredigezh divyezhek a zo gortozet gant ar Vretoned hag ar Bretonezed eo pal ar Rannvro”. Resisaet e vez goude-se: “Kinnig a ra ar Rannvro, evit he folitikerezh nevez evit ar brezhoneg a vo kaset da benn e 2019, kendec’hel ha mont pelloc’h gant ar pezh a ra hiziv”. Roet eo bet da c’houzout ivez gant Rannvro Breizh a vo savet e 2019 ur “steuñv ober” evit ar brezhoneg. Kizidikaet…

Kuzul Akademiezh Yezhoù Rannvro (Akademiezh Roazhon) d’ar Meurzh 25 a viz Even

Kelennomp! en deus kemeret  perzh e KAYR (Kuzul Akademiezh Yezhoù Rannvro) a zo bet  d’ar 25 a viz Even 2019 e Roazhon evit akademiezh Roazhon. Kavout a rit aze testenn lezennel diwar  roll ur c’huzul akademiezh yezhoù rannvro  Aze e kavit roll al labour ar C’H/KAYR a vo e Roazhon d’ar 25 a viz Even hag un nebeud dielloù ouzhpenn : Estreget an divizoù evit digoriñ hentennoù divyezhek raktreset eo bet divizet digoriñ Daou hentenn divyezhehek : addigoriñ hentenn divyezhek er skolaj publik Edouard Herriot Rostrenen ha digoriñ un hentenn divyezhek er skolaj Santez Tereza Muzilheg . Doser klok KAYR 25…

Kaierad klemmoù ar c’helenn brezhoneg : kemerit perzh!

Keneiled-ezd k-ger,

Gouzout a rit sur-a-walc’h e vez lavaret gant ar rektorelezh n’eo ket niverus a-walc’h ar gelennerien brezhoneg evit diorren kelenn ar yezh ken buan hag ez eus ezhomm. Abalamour d’an diouer-se a gelennerien e chomfemp sac’het da 3 % eus bugale ur rummad skoliataet en hentennoù brezhonek, hag e vefe dibosupl kinnig hor yezh d’an holl.

Hep mont betek lavaret n’eus kudenn tuta ebet e fell da Gelennomp! sevel a-enep implij an digarez toull-se : e gwirionez ne vez ket tennet splet eus nerzh-labour ar gelennerien a zo war an dachenn dija. Lod ne gelennont ket kalz e brezhoneg ken, lod zo digalonekaet hag a soñj kuitaat… Ma fellfe d’ar rektorelezh digeriñ muioc’h a opsionoù ha muioc’h a hentennoù brezhonek en eil derez e vefe posupl en ober. Ha mat e vefe reiñ muioc’h a vrud d’an deskadurezh brezhonek dre vras. An dra-se a fell deomp diskouez evit pouezañ war ar bolitikerien ha war hor hierarkiezh.

Gant Kelennomp! e aozomp  ur c’haierad klemmoù a-berzh ar gelennerien brezhoneg, e-lec’h m’oc’h holl pedet da skrivañ ho tiaesterioù pemdez hag ar skoilhoù a vir ouzhoc’h da gelenn brezhoneg pe e brezhoneg kement pe kenkoulz hag e c’hallfec’h, ha m’emaoc’h en soñj paouez gant ar vicher evit ur prantad pe kuitaat da vat. Foran e vo an testenioù, met ma ne fell ket deoc’h e vefe embannet hoc’h anv e c’hallit goulenn e vefe enrollet ho testeni dindan ul lesanv.

Diwar danvez ar c’haierad klemmoù e vo posubl ivez kaout soñjoù ha mennozhioù da bouezañ war ar Rannvro evit ar C’henemglev Stad-Rannvro o tont (2020-2025).

Kontañ a reomp war bep hini. Arabat klask talañ pep hini ouzh e ziaesterioù en e gorn, dav eo bodañ hor mouezhioù ha lakaat ur gemennadenn da vezañ klevet fraezh.

➜ Reiñ a ran ma soñj en linenn er c’haierad klemmoù !  

Pouezañ a-stroll war ar Sened evit ar forfed-skol

A-benn nebeut e labouro ar senedourien war danvez lezenn Blanquer “skol ar fiziañs”. Asantet e oa bet gant ar Stad heuliañ alioù ar CTAP, bodad kumunioù Breizh, diwar-benn pevare abeg ar forfed-skol, ar pevare “degouezh disdalc’hus” a redio ar c’humunioù da baeañ ar forfed-skol evit ar vugale a ya da gumunioù all evit bezañ skoliataet e brezhoneg, goude ma oa bet korbellet gant ar bodad broadel. Prometet e oa bet neuze ma vefe ouzhpennet pa dremeno al lezenn er Sened. Met skarzhet eo bet en-dro e-pad an emvodoù prientiñ er Sened nevez zo. Kensinet eo bet ul lizher gant Diwan,…