emgav rannvro war ar c’helenn brezhoneg e Roazhon d’an 30/06/17 : rentañ-kont
Da-heul Emgavioù-Rannvro ar brezhoneg e miz Here 2016 eo bet dalc’het kont gant ar rannvro eus goulennoù ha kinnigoù ’zo bet graet gant ar berzhidi : Kaset e vo da benn un enklask sokioyezhoniel war ar vrezhonegerien, benveg da ziazezañ ar politikerezh-yezh da-zont. Graet e vo en diskar-amzer 2017 (disoc’hoù da vezañ embannet en nevez-amzer 2018). Lañset eo al traoù, a-hervez. Savet e vo koulzadoù brudañ evit broudañ an dud da zeskiñ ar yezh, hag ivez evit broudañ an implij eus ar yezh. Sachet eo bet evezh ar Rannvro e-kerzh an emvod war intrudu DASEN ar Mor-Bihan a-fet aozañ diorren…