Lizher digor da v/Blanquer gant ar strollad “Pour que vivent nos langues”

D’an 30 a viz Du e oa bet aozet ur vanifestadeg e Pariz gant kantadoù a dud dirak Ministrerezh an Deskadurezh-Stad. Aozet e oa bet ar vanifestadeg-se gant ar strollad “Pour que vivent nos langues” savet e miz Gwengolo o vodañ kevredigezhioù an holl yezhoù Frañs.

Goude ar galv-se eo bet kaset d’an 13 a viz Genver 2020 ul lizher da v/Blanquer da lenn amañ  sinet gant an holl gevredigezhioù Frañs prederiet gant kelenn ar “yezhoù rannvro”.

Un emvod a vo e Pariz d’an 20 a viz Genver evit gwelet penaos frammañ al luskad ha mont pelloc’h.