kentelioù tañva d’ar brezhoneg en arvar er skolioù publik e Penn-ar-Bed gant an Deskadurezh-Stad

Reuz ‘zo gant kentelioù tañva d’ar brezhoneg er skolioù kentañ derez publik e Penn-ar-Bed, departamant nemetañ ma vez lakaet e pleustr un tañva ledan d’ar brezhoneg er skolioù publik . Tost 8 000 bugel a oa o heuliañ kentelioù tañva d’ar brezhoneg  e 88 kumun evit an distro-skol 2018, 29,5  % eus ar skolidi er skolioù-mamm publik met nemet  8 % eus ar skolidi e kelc’hiad 2 ha 3 (orin : ofis publik ar brezhoneg: kelenn diret 2018).

Kaset eo bet ul lizher kensinet get Sked, Mervent, KLT, An Oaled d’an It. Lombardi-Pasquier d’an Ensellerez Akademiez Penn-ar Bed d’an 11 a viz Mae 2020, diwar-benn an tañva e brezhoneg er skolioù Penn-ar-Bed evit sevel groñs a-enep ar reolennoù nevez lakaet gant an Deskadurezh-Stad.

Al lizher-mañ zo bet savet da heul an hini oa bet savet gant an Deskadurezh-Stad da skolioù publik Departamant Penn-ar-Bed  e fin miz Ebrel 2020 o tisplegañ ar reolennoù nevez .Danvezioù ar c’henemglev da vezañ adnevezaet etre an Deskadurezh-Satd hag ar c’hevredigezhioù e-karg eus an tañva a zo war ar stern, en o zouez lakaat da dalvezout kelc’hlizher 2017-072 diwarbenn kelenn ar yezhoù “rannvro“, a lakao ar stignad “tañva” evel m’emañ hiziv da vont da fall.

Reolennoù ar c’helc’hlizher 2017 a chañch an doare da gelenn hor yezh er c’helc’hiadoù 2 ha 3 hervez an Deskadurezh-Stad, chañchamant erbet evit ar skol-vamm. Er  c’helc’hlizher 2017-072 e oa bet embannet ne vehe tu da gelenn ar brezhoneg en un doare “tañva” nemet war an eurioù gouestlet d’ar c’helenn yezhoù (K2 ha K3)  “une langue régionale peut être enseignée sur l’horaire dévolu aux langues vivantes étrangères  ou régionales”.

Koulskoude n’eo bet kemeret e kont eil lodenn ar frazenn a embann ivez : “l’enseignement de la langue régionale est éventuellement renforcé, selon le projet d’école, par la conduite d’activités en langue régionale dans différents domaines d’apprentissage”

Meneget e oa ivez mellad L312_11 Kod Deskadurezh el lizher kaset d’ar skolioù gant servijoù an Deskadurezh-Stad Penn-ar-Bed (“Les maîtres sont autorisés à recourir aux langues régionales dans les écoles primaires et maternelles chaque fois qu’ils peuvent en tirer profit pour leur enseignement, notamment pour l’étude de la langue française”), met n’eo ket kemeret e kont evit aotreañ kelenn ar yezh war eurioù danvezioù all koulskoude.

Skaler evel lagad an naer e vo lakaet ar brezhoneg kevezañ gant ar saozneg, kazi yezh estren nemeti kelennet er skolioù, gant seurt reolennoù ! Ha nebeutoc’h a skolidi a vo kizidikaet d’ar brezhoneg e K2 ha K3 c’hoazh.

Diaes e vo tizhout palioù brastres yezh departamant Penn-ar-Bed 2016-2021 ma oa bet embannet pajenn 10 eus an teul “Er brastres yezh-mañ e kinnig Departamant Penn-ar-Bed (…) Goulenn ma vo kinniget ar stignad d’an holl skolidi, e-barzh kefridioù ar Stad, evel m’emañ kont dija e rannvroioù all eus Frañs (Korsika hag Elzas). Kinnig a ray ensavadurioù politikel an Departamant da strollegezhioù all Breizh goulenn an dra-se asambles.”

Skrivet e oa ivez e kendivizad Stad-rannvro 2015-2020 evit treuzkas yezhoù Breizh «Dans le premier degré, une attention particulière sera portée à la possibilité d’offrir une sensibilisation à la langue et à la culture bretonne dans l’enseignement, afin que les élèves puissent se familiariser avec le patrimoine régional y compris en adaptant les outils pédagogiques nécessaires. La mise en place progressive d’une initiation à la langue en cycle 3, dans le cadre de l’horaire normal des cours, comme cela est le cas en Finistère pour certaines écoles publiques sera encouragée . » 

Moian zo en em c’houlenn ivez ma eo reizh pezh zo bet skrivet get an DASDEN 29  pa vez kavet ur mellad all art L312-11-1 er c’hod deskadurezh diàr ar c’horseg  : « La langue corse est une matière enseignée dans le cadre de l’horaire normal des écoles maternelles et élémentaires de Corse ». 

Seblant n’eo ket ar memes reolennoù o talvezout e pep lec’h e Frañs unvan !

Kaset eo bet ul lizher gant Prezidant ar rannvro Ao. Loïg Chesnais Girard da Vinistr an Deskadurezh-Star Ao. Blanquer met goude bet kaset dija ul lizher e miz Ebrel 2018 dezhañ kensinet gant Przsidant ar rannvro ha Prezidantez ar C’huzul departamant Penn-ar-Bed Nathalie Sarrabezolles ha …chomet direspont.

Chomet e oa direspont ivez ul lizher all bet kaset e miz  Kerzu 2016 da Vinistrerez gozh an Deskadurezh-Stad It. Najat Vallaud-Belkacem kensinet gant Ao. Le Drian hag It. Nathalie Sarrabezolles…. chomet ken direspont ivez !