Ministrez nevez an Deskadurezh-Stad a-enep d’ar brezhoneg ?
23 a viz Gwengolo 2024 Kemennadenn d’ar Mediaoù Ministrerez nevez an Deskadurezh-Stad a-enep d’ar brezhoneg ? Ar re o deus sinet ar gemennadenn-mañ o deus kemeret kont eus anv an itron Anne GENETET evel ministrez an Deskadurez-Stad. Ar pempvet ministrer.ez e karg eo e-korf nebeutoc’h eget daou vloaz goude Pap NDIAYE, Gabriel ATTAL, Amélie OUDEA-CASTERA ha Nicole BELLOUBET. Ne c’hellomp nemet stadañ n’eo ket anat e c’hallfe ur seurt vals a vinistred reiñ an tu da labourat don ha da lakaat an adreizhoù ret war dachenn an deskadurezh da vont en-dro. Mard eo bet lakaet war wel buan gant meur…
