Emgav red-micher e Penn-ar-Bed (kentañ derez)

N’eus ket mui a enselller brezhoneg e Penn-ar-Bed. Lod eus ar gelennerien zo bet kelaouet e vo un emgav-red vicher e 2023/2024. Lavaret eo bet dezhe e vint ensellet e galleg  hepken. N’eus ket tu da asantiñ seurt doare d’ober evit skolaerien o deus ur post lakaet evel dibar avel “enseignant bilinge français-breton” en un hentenn ispisial anavezet gant ar Stad ( kelc’hlizher ar 14 a viz Kerzu 2021) hag o deus tremenet ur genstrivadseg ispisial.ouzhpenn.

Evit ar re zo bet kelaouet e vo deus ur emgav red-vicher e 2023-2024 e kinnig Kelennomp! deoc’h kas ul lizher d’ho enseller pastell-vro evit goulenn un enselladenn e Brezhoneg . Kavout a rit al lizher patrom da bellgargañ amañ. Implijet eo bet an doare d’ober er Mor-Bihan e 2019/2020 pa ne oa ket mui enseller.ez brezhoneg ebet. Savet eo bet ar patrom lizher asambles gant ar SNUIPP d’ar mare-se. Kaset zo bet bet meur a lizher gant skoalaerien hag anvet ez eus bet buan awalc’h un ensellerez vrezhoneg “faisant fonction”… ( ha bremañ titlet).

Un dra a-bouez : kasit deomp un eilenn eus al lizher kaset d’o enseller.ez pastell-vro, ha dreist-holl ma vefe roet deoc’h ur respont negativel ( ur redi eo evit an enseller-erez reiñ deoc’h ur respont ma nac’h un enselladenn e brezhoneg) . Titouret e vo breuater Kelennomp!  evit mont war dachenn al lez-varn velestradurel neuze !