Goude bet eskemmet diwarbenn keleier ha buhez ar gevredigezh, stad an traoù war teuliadoù zo (tagadenn ar Stad dirak al lez-varn velestradurel…), dazont ar gevredigezh (war-zu krouiñ ur c’huzul-merañ), hon doa bet ar plijadur da selaou AMELIK bet gounezet e 2023 ganti an TAOL-LAÑS, rummad DAZONT. Pedet eo oa bet ivez tud ar gevredigezh Oaled Landelo da vont da selaou ar sonadeg. Ken plijet int bet o deus goulennet goude e vo graet ur sonadeg all e Landelo evit tud ar Vro e miz Gouere gant AMELIK.
sonadeg Amelik.. e Presbital Kozh
Sadorn 8/06/24 :
Mintin
“Diagnostik ha metodologiezh ar c’helenn divyezhek abred galleg-brezhoneg”, gant Ariane Guguen, Skolaerez e DIWAN, tezenn soutenet d’ar 6 a viz Kerzu 2023 (skol-veur Roazhon 2). Klikit war ar skeudenn dindan evit sellet ouzh an diaporama PDF (video klok ar c’hinnig gant Ariane Guguen dindan). Tu zo da lenn an dezenn ivez AMAÑ !
“War-zu un doare da geñveriañ ar c’helenn brezhoneg hag ar c’hembraeg e-pad an 3 vloavezh kentañ a-raok ar skol pe e-penn kentañ ar skol : elfennoù kentañ evit Bro Gembre”, gant Renan Kerbiquet, Skolaer skol-vammm er skolioù publik (tezenn kroget d’ar 26/11/2012), Labo CELTIC BLM / Skol-veur Roazhon, klikit war ar skeudenn dindan evit sellet ouzh an diaporama PDF ( PS : N’eo ket klok ar video gant ar c’hinnig a-bezh) .
O kenderc’hel da verdeiñ war hol lec’hienn e asantit da implij an toupinoù (cookies) a servijo da studiañ stadegoù ha da brenañ skiant evit he gwelaat.