Evit ar gwir da vevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh !

E miz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o diorren, anvet “lezenn Molac”, hag a oa bet freuzet kerkent un darn anezhi gant Kuzul ar Vonreizh.

Abaoe, ur meizadur strizh eus mellad 2 ar Vonreizh (a embann peurgetket ez eo galleg yezh ar Republik) a gendalc’h da vezañ enebet bewech ouzh kement araokadenn posubl evit hor yezhoù, hag an diaesterioù a vez lieskementet.

  • Statud an anvioù Fañch, Iñaki, Aña, Artús n’eo ket bet sklaeraet c’hoazh hag ar frankiz da zibab ranganv hor bugel gant un arouez “diakritek” a vez lakaet e kont bepred.
  • Ar strollegezhioù publik a fell dezho diorren implij hor yezhoù en ensavadurioù a zo bet tamallet bewech hag o divizoù dizarbennet gant ar C’huzul Stad pe al lez-varn melestradurel (Polinezia c’hall, kumunioù katalan Elne, Port-Vendres, Amélie-les-Bains ha Tarerach, Strollegezh tiriadel Korsika, anaoudegezh kenofisiel ar c’hreoleg e Martinig)
  • Stad ar c’helenn a ya war washaat gant
  • “ankounac’h” ar yezhoù rannvro da geñver adaozioù ar skolaj, adaozioù al lise, “kenstok ar gouestoni” ha bremañ da geñver adaoz stummadur ar vistri;
  • o steuziadur diouzh amprouennoù ar vachelouriezh ha n’eo nemet dre ar stourm n’eo ket bet graet kemend-all evit ar Breved er bloaz-mañ.
  • an diouer a bleustr evit kelenn ar yezhoù rannvro d’an holl skolidi en tiriadoù a garfe, evel m’eo enskrivet e lezenn 2021, rak n’eus tamm peadra ebet ouzhpenn a-berzh minister an Deskadurezh Vroadel evit aotren tizhout ar pal-se.
  • Evezhiadurioù Kambr rannvro Breizh ar c’hontoù o verkañ diasurded lezennel kelc’lizher an Deskadurezh Vroadel e 2021 (a zo sañset gwareziñ ar c’helenn dre soubidigezh, da heul distaol Kuzul ar Vonreizh) pa c’hell bezañ lakaet e kont forzh pedavare gant kement gouarnamant nevez.
  • An nann-gevratiñ gant Scola Corsa hag a adnevezadur ar c’hevratoù gant Seaska ha Diwan.

Ne c’hell ket hor yezhoù bevañ en disurentez-se. Ezhomm o deus ne vefe ket lakaet e kont ar pezh a zo bet savet betek-hen. Ezhomm o deus e vefe kreñvaet o raktresoù da zont. Ezhomm o deus ur surentez lezennel a c’houlenn ur cheñchamant er Vonreizh adal bremañ.

Gervel a ra neuze ar c’henstroll “Evit Ma Vevo Hor Yezhoù” d’en em gaout a-stroll e bro Euskadi, e Breizh, e bro Elzas, e Katalonia, e bro Okitania hag e kement lec’h all e kont d’ar Sadorn 1 a viz Even 2024 evit goulenn ur cheñchamant er Vonreizh bremañ evit ma c’hellfomp bevañ en hor yezhoù !

Muioc’h a  50 tolpadeg a vo disadorn mintin da 11 e mintin e Breizh, Okitania, Euskadi, Elzas, Katalonia Norzh, Korsika dirak ar prefetioù pe is-prefetioù diwar c’halv ar strollad  “Evit ma Vevo hor Yezhoù”, (lenn amañ ar gemennadenn a live Frañs) gant ar memes giton e meur a yezh. 

📣  12 lec’h a vo e Breizh  : tolpadegoù kenaozet gant DIWAN, DIV YEZH BREIZH, DIVASKELL, KELENNOMP! ha KEVRE BREIZH e Brest, Gwengamp, Lannuon, An Oriant, Montroulez, Naoned, Pondi, Kemper, Redon, Roazhon, Sant-Brieg, Gwened.

Evit ar gwir da vevañ e brezhoneg, cheñchomp ar Vonreizh ! [copie]