Kavout a reoc’h dindan al lizher kaset da vinistrerezh nevez an Deskadurezh-Stad, It Nicole Belloubet, diwar-benn ar Breved (DNB), eilenn d’ar gannade.ze.d ha senedour.ezed.ien Breizh.
Mantret omp bet gant ar c’heloù hon eus dizoloet dre stumm lizher an DGESCO kaset d’ar rektorelezhioù akademiezh ha d’ar renerien skolaj d’an 20 a viz Here 2023 e keñver ar ” Framm reoliek evit an implij eus ar yezhoù rannvro e-barzh Diplom Broadel ar Breved (DNB)».
Betek er bloaz tremenet, e oa troet an urzhioù e yezhoù “rannvro” evit arnodennoù an DNB. Ar c’hontrol a lavar lizher nevez an DGESCO bremañ.
Embannet eo bet « ne vern pe yezh skrivañ, ne vez ket troet ar sujedoù hag an teulioù ambroug ar sujedoù e yezh rannvroel ha chom a reont e galleg ”
Goulenn a reomp digant ministr nevez an Deskadurezh-Stad dont en-dro war an diviz-se ha ma vo doujet kevatalded tretañ an holl skolajidi en holl akademiezhioù.