Keneiled-ezd k-ger,
Gouzout a rit sur-a-walc’h e vez lavaret gant ar rektorelezh n’eo ket niverus a-walc’h ar gelennerien brezhoneg evit diorren kelenn ar yezh ken buan hag ez eus ezhomm. Abalamour d’an diouer-se a gelennerien e chomfemp sac’het da 3 % eus bugale ur rummad skoliataet en hentennoù brezhonek, hag e vefe dibosupl kinnig hor yezh d’an holl.
Hep mont betek lavaret n’eus kudenn tuta ebet e fell da Gelennomp! sevel a-enep implij an digarez toull-se : e gwirionez ne vez ket tennet splet eus nerzh-labour ar gelennerien a zo war an dachenn dija. Lod ne gelennont ket kalz e brezhoneg ken, lod zo digalonekaet hag a soñj kuitaat… Ma fellfe d’ar rektorelezh digeriñ muioc’h a opsionoù ha muioc’h a hentennoù brezhonek en eil derez e vefe posupl en ober. Ha mat e vefe reiñ muioc’h a vrud d’an deskadurezh brezhonek dre vras. An dra-se a fell deomp diskouez evit pouezañ war ar bolitikerien ha war hor hierarkiezh.
Gant Kelennomp! e aozomp ur c’haierad klemmoù a-berzh ar gelennerien brezhoneg, e-lec’h m’oc’h holl pedet da skrivañ ho tiaesterioù pemdez hag ar skoilhoù a vir ouzhoc’h da gelenn brezhoneg pe e brezhoneg kement pe kenkoulz hag e c’hallfec’h, ha m’emaoc’h en soñj paouez gant ar vicher evit ur prantad pe kuitaat da vat. Foran e vo an testenioù, met ma ne fell ket deoc’h e vefe embannet hoc’h anv e c’hallit goulenn e vefe enrollet ho testeni dindan ul lesanv.
Diwar danvez ar c’haierad klemmoù e vo posubl ivez kaout soñjoù ha mennozhioù da bouezañ war ar Rannvro evit ar C’henemglev Stad-Rannvro o tont (2020-2025).
Kontañ a reomp war bep hini. Arabat klask talañ pep hini ouzh e ziaesterioù en e gorn, dav eo bodañ hor mouezhioù ha lakaat ur gemennadenn da vezañ klevet fraezh.