Ar brezhoneg : un teñzor denel bev da wareziñ IVEZ !
Da-geñver gweladenn Prezidant ar Republik e mirva natur ar Jentilez e fell d’ar rouedadoù Div Yezh, Diwan, Divaskell (Kevread kevredigezhioù kerent an hentadoù divyezhek katolik)Kelennomp ! (kevredigezh ar gelennerien vrezhoneg), Kevre Breizh (kenurzhiadur sevenadurel Breizh)lakaat ac’hanoc’h da soñjal ez eo ivez ar brezhoneg ul lodenn eus ar glad da vezañ gwarezet ha priziet !
Pezh oa bet lâret gant penn ar Stad d’ar 26 a viz Mae 2021 : “Un teñzor broadel eo ar yezhoù Frañs” hag eñv d’en em ginnig evel “gwarezer ar galleg ha diwaller ar binvidigezh a ya d’ober hor yezhoù rannvroel”.
Sklaer eo koulskoude e vez lakaet en arvar muioc’h mui kelenn ar brezhoneg e Breizh evel ar yezhoù rannvro all e Bro-C’hall. Diskouez a ra an diaesterioù arc’hant en em gavet gant ar rouedad Diwan, evel ar skoilhoù lakaet gant servijoù akademiek e-kerzh an distro-skol-mañ, diouer a youl gant ar Stad. N’eo ket bet lakaet e pleustr c’hoazh al lezenn eus an 21 a viz Mae 2021 (anvet Lezenn Molac) a denn da warez hêrezh ar yezhoù rannvroel ha d’o brudañ, nag ar c’henemglev resis evit treuzkas yezhoù Breizh hag an diorren eus o implij er vuhez pemdeziek (2022-2027) sinet etre rannvro Breizh hag ar Stad e miz Kerzu 2022.
An Natur, ar Yezh hag ar Sevenadur a zo elfennoù dizisparti eus hêrezh mab-den, met bresk dreist-holl int ivez.
Spi hon eus e c’hallo ar brezhoneg tennañ splet eus ar memes evezh a-berzh Prezidant ar Republik evel evit ar morskouled boutin hag an torted, a zo unan eus an pinvidigezhioù niverus e Breizh, hag ivez eus ar gouarnamant da zont a vo anvet gantañ en un nebeud eurioù.
Derc’hel a reomp soñj eus komzoù diwezhañ Prezidant ar Republik, d’an 30 a viz Here 2023, diwar-benn kellen ar yezhoù rannvro e-pad lid-digoradur Kêr etrebroadel ar Galleg e Villers-Cotterêts : «An holl yezhoù zo heñvel adalek ar savboent eus an dellezegezh, setu perak e fell din e vefe desket gwelloc’h c’hoazh hor yezhoù rannvro.” Ar Vretoned hag ar Vretonezed a c’hortoz c’hoazh…