Kavout a reoc’h stag raktres un hentenn “AR BREZHONEG DRE GOMZ ER C’HLASOÙ SKOL-VAMM” ( levr peuzechuet) a vo embannet e miz Gouere goude un adlenn diwezhañ gant Ofis Publik ar Brezhoneg (Chom a ra traoù da vezañ peurlipet, fazigoù yezh hag all..). Empentet eo bet al levr-mañ evit un embannadur e stumm PDF gant liammoù hag a gas da zanvezioù all (TES da skouer).
Ganet eo bet al levrig-mañ diwar meur a levezon disheñvel : da gentañ ur skiant-prenet ur skolaer Renan Kerbiquet er skol-vamm er skolioù publik e-pad un nebeut bloavezhioù, ha da c’houde ul labour enklak kaset gantañ e-barzh e glasad skol-vamm e-pad ur master Enklask war an didaktelezh – labo CREAD / skol-veur UBO/ ESPE Breizh .
Donaet eo bet al labour-mañ dre un dezenn war ar stern e skol-veur Roazhon 2, evit keñverian ar mod ma vez kelennet ar yezh e-pad an 3 bloavezh kentañ ar skol pe ar rak-skol etre Breizh ha Kembre gant bugale eus familhoù ne gomzont ket ar yezh er gêr.
Levezonet eo bet an teul-se neuze gant ar programm « Croesi i’r Bont » ( treuziñ ar pont) savet gant ar rouedad « magourioù » Mudiad Meithrin, e Kembre, evit bugale etre 2 ha 4 bloaz.
Kroget eo bet ar programm arnodiñ-se e 2015 a-benn kreñvaat barregezhioù yezh ar vugale araok mont d’ar skolioù kembraeg (adalek an oad a 4 pe 5 bloaz hervez ar c’hontelezioù).
Lakaet eo bet ar priorelezh war takadoù lec’h ma ne vez ket komzet ar c’hembraeg er familhoù hag implijet e vez ar programm-se e-barzh 125 « cylch » diwar ar 430 a zo e Kembre hiziv an deiz.
Savet eo bet al levrig-se ivez evit evit talañ ouzh an diouer a hentennoù evit heñchañ ar gelennerien a grog gant ar vicher er skol-vamm peurgetket. Emichañs e c’hallo hentennoù all bezañ krouet evit ar c’helc’hioù deskiñ all a-benn nebeut.
Kavout a reoc’h e-barzh an teul patromoù yezh da implij gant ar c’heriaoueg hervez oad ha live yezh ar vugale er skol-vamm.
Diazezet eo al levrig-mañ war implij al lidoù, ar c’hornioù c’hoari dreist-holl. Savet eo bet al levrig-se evit ur c’hlas skol-vamm lieslive, da azasaat hervez niver a liveoù a zo en ho klasad.
N’eo ket meneget an oberererezhioù a denn eus an an embregrezh-korf a zo mil a-bouez evit perc’hennañ ar yezh. Kavout a reoc’h boued gant an levr embannet gant TES Sport er skol-vamm (2-6 bloaz)
Implijet e vez abaoe pell al lidoù hag ar c’hornioù c’hoari er skol-vamm e Frañs. Dav eo teurel ur sell nevez war an doare da implij anezho en un doare efedusañ ar gwellañ. Digarezioù a-feson int evit reiñ tu d’ar vugale da glevet ha da zeskiñ patromoù yezh (an degemer, implij ar c’hornioù c’hoari, an istorioù, ar c’hanaouennoù, ar rimadelloù, ar prantadoù debriñ, hag all… an holl darvoudoù bihan a c’hoarvez bemderz pe hogosik en ur c’hlasad skol-vamm).
Skouerioù eus patromoù yezh frammet a zo diskouezet dindan an titloù ‘Kompren’ ha ‘Lavaret’ gant ur c’heriaoueg a-live. Broudañ a reomp ac’hanoc’h da ginnig ar re-se d’ar vugale, gant ar spi e teuint da gompren ha dreist-holl da lavaret anezho a-hed an amzer. Evel-se e vo diorroet barregezhioù yezh pep buhel a-hed ar bloaz.
Kanaouennoù pe rimadelloù e-liamm gant ar prantadoù kinniget e kavoc’h el levrig-se ivez. O lavaret pe kanañ anezho , a-hed an amzer, a zegaso patromoù yezh i en un doare “naturel” er gomz. Ret-holl eo eta e vefe kinniget ar c’hanaouennoù pe ar rimadelloù d’ar vugale ingal.
An darn vrasañ anezho a vez kavet e-barzh dafar pedagagol kinniget gant TES (Kañan a ri, Rimadelloù a ri , C’hoari e brezhoneg, Enora ..). Ouzhpennet eo bet lod all ivez. Tu a vefe ijinañ ha sevel kanaouennoù nevez o klotañ muioc’h gant prantadoù al lidoù pe ar c’hornioù c’hoari ivez.
En teul-mañ e kavoc’h kinnigoù levrioù da implij. Rannañ istorioù gant ar vugale ingal zo un doare da ziorren o barregezhioù yezh. Broudañ a reomp ac’hanoc’h da lakaat an istorioù da vevañ dre implijout jestroù ha binvioù ivez.
En ur ober kement-se, dont a raio ar vugale da gompren ster ar gerioù hag ar patromoù yezh kinniget en istor.
Gant ar re vihanañ eo talvoudus implij ur vaskotenn. Diskouez a reomp en teul skouerioù gant SPOT. Dont a ra ar vaskotenn da vezañ un dudenn ispisial e-barzh ar c hlas. Sikour a ra ar skolaer.ez da implij ar brezhoneg ha lakaat da dalvezout patromoù yezh. Implijout istorioù tro-dro d’ar vaskotenn a skoazello ac’hanoc’h da stummañ ar yezh evit ar re vihan.