D’an 28 a viz Meurzh e oa bet embannet gant ar C’hentañ ministr François Bayrou, asambles gant Elisabeth Borne, ministr an Deskadurezh, e vefe adlañset adreizh an tuta kelennerien.
Hogen en destenn bet embannet gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad d’an 19 a viz Ebrel, ne oa meneg ebet eus plas ar yezhoù rannvro en hentadoù stummañ nevez adalek 2026
Kaset ez eus bet ul lizher d’an 2 a viz Mae e anv “Pour Que Vivent Nos Langues” d’ar c’hentañ Ministr, da vinistrerez an Deskadurezh-Stad ha d’an holl kannaded ha senedourien eus an tiriadoù ma vez komzet ur yezh “rannvro”. Kensinet e oa bet al lizher-se, gant an hollad pe dost eus an aozadurioù a labour war dachenn ar c’helenn yezhoù bihanniver e Frañs.
Savet eo ar goulenn-se d’ar C’hentañ Ministr gant ar c’hannad Paul Molac d’ar 7 a viz Mae da-geñver ar Goulennoù er Gouarnamant : Daoust hag-eñ emaoc’h o vont da lakaat da gemmañ an dekred nevez evit ma vefe meneget e kenstrivadeg kelennerien ar skolioù plas ar yezhoù rannvro er genstrivadeg normal ha resisaet pouez ar yezhoù bihan er genstrivadeg ispisial. Roet en doa ivez war-eeun d’ar C’hentañ Ministr al lizher skrivet gant “Pour Que Vivent Nos Langues”.
Un emvod zo bet goude gant ar rektorez nevez Hélène Insel war ar sujed-se gant ar rannvro d’an 2 a viz Even.
Goude bet eskemmoù gant kannaded eo bet dizoloet ne oa raktres erbet evit treuzfeurmiñ an aotreegezh LPPE (Licence de Parcours Préparatoire au Professorat des Ecoles) en Brest dre ar c’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez sinet e miz Kerzu 2023.
Eskemmoù zo bet etre Ministrerezh an deskadurezh dre lizher hag un emgav zo bet gant Paul Molac d ‘ar 26 a viz Mezheven gant kabined miinistrerezh an Deskadurezh-Stad evit ma vefe savet aotreegezhioù LPE divyezhek (Licence de Professorat des Ecoles) e Frañs.
Pal a zo hiziv stourm evit ma vefe treuzfeurmet an aotreegezh LPPE e Brest en Aotregezh LPE divyezhezh ha sevel unan all e Roazhon war patrom hini Brest en deus graet berzh abaoe 3 bloaz.
Kaset ez eus bet ivez ul lizher d’ar Prezidant nevez Skol-veur Kreisteiz Breizh gant Kelennomp ha Div Yezh Breizh kensinet gant an holl gannaded eus ar Mor-Bihan evit goulenn ma vefe studiet krouiñ un aotreegezh LPE divyezhek ivez e kreisteiz Breizh.
Kavout a reoc’h stag un teul savet gant Gwenole Larvol (e galleg) perak eo a-bouez sevel aotregeezhioù LPE divyezhek e Breizh.