Sifroù an distro-skol 2025 evit ar c’helenn divyezhek : ar re fallañ abaoe 1977 ! Perak?

Emañ Ofis Publik Ar Brezhoneg o paouez embann sifroù ar c’helenn divyezhek ha… n’int ket mat tamm ebet.

Evit ar wech kentañ abaoe 1977 ha krouidigezh ar skol DIWAN gentañ, ez a war zigresk ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg. Dre ar munudoù ez eus un digresk hollek a 302 skoliad (- 1.5%) en holl rouedadoù hag en holl liveoù kemmesket. 182 skoliad a goll an deskadurezh katolik er bloaz-mañ, 215 skoliad nebeutoc’h e rouedad skolioù Diwan, war gresk e chom an deskadurezh publik met gant ur c’hresk izel-tre, ouzhpenn 95 skoliad. Distroet omp er bloaz-mañ dindan an niver arouezel eus 20 000 skoliad evit ar c’helenn divyezhek, da lavaret eo kalz izeloc’h eget ar pal lakaet war wel gant ar c’hendivizad a viz Meurzh 2022 bet sinet etre ar Stad ha rannvro Breizh evit treuzkas yezhoù Breizh. Lakaet e oa bet ar pal eus 30 000 skoliad e 2027. Ne c’hallo ket ar pal-se bezañ tizhet, ne chom nemet un distro-skol a-raok termen ar c’hendivizad.

Er gelennadurezh katolik e c’heller merkañ ez eo ar 5vet bloavezh digresk da-heul hag an hini greñvañ (- 3.4%). Sklaer-kenañ eo ar c’helenn divyezhek n’eo ket ur briorelezh gant pennoù bras ar gelenndurezh katolik …pell alese ha… daoust d’ar skoazelloù arc’hant roet gant Rannvro Breizh. 

Evit Diwan e teu da vezañ diaes eo an traoù rak abaoe 2018 e oa bet kollet -637 skoliad, ar 6vet digresk eus ar 7 distro-skol diwezhañ hag unan eus ar re greñvañ (-5,5 %).  A vloaz da vloaz e oa bet enkadennoù a bep seurt gant Diwan ha pouezus-kenañ eo bremañ kudenn ar savadurioù. Un niver bras a skolioù er c’hentañ derez met ivez a skolajoù zo hiziv an deiz en ur stad ma vez diaes dezho desachañ kerent en tu-hont da stourmerien evit ar  yezh.  Ezhomm zo da gavout buan un diskoulm lezennel evit kavout doareoù da reiñ da Diwan ur framm pe un aozadur hag a c’hall dougen savadurioù diouzh ar pezh a c’hortozer ar gerent hiziv an deiz. 

Abaoe 2017 e oa an deskadurezh publik ar “c’heflusker” pennañ ar c’hresk evit ar c’helenn divyezhek (hag abaoe 2021 ar “c’heflusker” nemetañ) met kregiñ a ra da baouez gant ur c’hresk na ya ket betek an 1% en distro-skol-mañ (+0.85%). Ne c’hall ket digresk ar boblañs er skolioù bezañ an abeg nemetañ rak anv zo bremañ da dreuzfurmiñ klasoù unyezhek e klasoù divyezhek evel eo bet skrivet er c’henemglev Stad-rannvro. Tremenet eo ar feur kadarnaat ar steuñv digeriñ lec’hiadoù divyezhek publik er c’hentañ derez eus 57 % e 2016 / 2022 da nebeutoc’h eget 17 % e 2023 ha 2024. Enebiezh ‘zo gant tiez-kêr e Breizh, met ivez gant skipailhoù pedagogel ar skolioù hag un diouer a youl zo gant ensellerion an Deskadurezh-Stad er pastelloù-bro evit harpañ ar raktresoù-se.

Screenshot

Emañ  an diaesterioù o tont eus an diouer a gelennerien divyezhek evit digeriñ lec’hioù  nevez pe klasoù nevez divyezhek gant ar blegenn e Frañs mard e teu da vezañ diaesoc’h-diaesañ desachañ tud w gant ar vicher kelenner. Hogen, pep tra a vez graet hiziv evit degas dour d’an diouer-se. Ar stignad stummadur dibaouez war ar brezhoneg (9 miz) lakaet war-sav e 2024 hepken [1] evit ar gelennerien unyezhek a fell dezho kelenn er c’hlasoù divyezhek n’eo ket bet leuniet ar bloaz-mañ. Met n’eo ket bet kelaouet ar gelennerien unyezhek ha n’eo ket bet savet gant an Deskadurezh-Stad koulzad kehentiñ ebet.  Ha nac’hañ a ra Rektoriezh Roazhon e vefe savet ur c’houlzad kelaouiñ gant Ofis publik ar brezhoneg war ar patrom evel ar pezh a vez graet en Okitania gant Ofis publik an okitaneg hag e pevar akademiezh (s.o amañ ar stignad ENSEHAR).  

Traoù chalusoc’h a zo c’hoazh. N’eus bet krouet LPE divyezhek ebet en akademiezh Roazhon (Aotreegezh  Kelennerien ar Skolioù) da-geñver adreizh ar stummañ hag an tuta kelennerien. Prezidant ar Skol-veur Breizh-Izel (UBO) a ver an INSPeoù e rannvro akademiek Breizh en deus kemennet evel-se e vo krouet 3 LPE unyezhek (Roazhon, Brest, Sant-Brieg) evit 100 plas en holl…hep ur ger war ar c’helenn divyezhek. Koulskoude e oa bet sinet gant an UBO ar c’henemglev Stad-Rannvro a viz Meurzh 2022. Breizh a vo neuze ar rannvro nemeti ma n’eus ket eus un LPE divyezhek  tra ma vezont lakaet war-sav evit ar c’horseg, an okitaneg,  ar c’hatalaneg, an euskareg. Kemennet eo  e vo dalc’het al LPPE [2] divyezhek daoust d’ar fed ez a an holl LPPEoù da get e Frañs a-benn 2026 (hervez an diferad bet embannet d’an 9 a viz Here 2025).   Met n’eus engouestl ebet hiziv an deiz evit lakaat war-sav ar “fast track” [3] a zo ar splet pennañ ar evit ar stummadur-se.

Ar gelennerien divyezhek a ya d’ober nemet  4 % eus kelennerien nevez skolioù publik akademiezh Roazhon er bloaz-mañ (da lavaret eo 7 den degemeret er genstrivadeg publik divyezhek).  Diaes eo d’ar genstrivadeg divyezhek bezañ dedennus e-keñver ar genstrivadeg unyezhek en akademiezh (1866 den enskrivet evit 137 plas) hag ouzhpenn gant ur greizenn stummañ publik hepken e Sant-Brieg ha n’emañ ket lec’hiet mat evit ar studierien dedennet gant ar c’helenn divyezhek… Hogen eo bet krouet  al LPEoù  just a-walc’h evit talañ ouzh an diouer a zanvez kelennerien e akademiezhioù zo, dedennet gant ar vicher, ar pezh n’eo ket gwir c’hoazh evit ar genstrivadeg unyezhek e Breizh. Aze c’hoazh emaomp pell-kenañ  diouzh ar pal a oa gant ar 50 % a bostoù divyezhek evit ar c’henstrivadegoù (hag an 80 a bostoù kelennerien divyezhek ret) hervez ar c’hendivizad Stad-Rannvro. 

Merzout a reomp  n’eo ket bet lakaet da dalvezout al lezenn eus an 21 a viz Mae 2021 a denn da warez ar yezhoù rannvroel ha da vrudañ anezho, lesanvet “Lezenn Molac”. Savet e oa bet gant al lezenn ur mellad  nevez e kod an deskadurezh, mellad  L 312-11-2 evit hollekaat ar c’helenn brezhoneg e-barzh eurioù reizh ar skolioù-mamm hag ar skolioù kentañ derez, ar skolajoù hag al liseoù. Hogen n’eus bet kroget netra er c’hentañ derez. En un doare heñvel ne vo ket doujet d’an engouestloù all kemeret gant ar Stad da-geñver ar c’hendivizad a-ratozh a viz Meurzh 2022.

Ne c’haller nemet lakaat war wel ar fed ez eus  “div sal, daou aergelc’h” giz vez lavaret e galleg pa ouzomp pezh zo  bet sinet etre ar Stad ha Korsika d’an 2 a viz Here 2025 evit diorren  ar c’helenn divyezhek : krouiñ 70 klas dre soubidigezh en deskadurezh publik, un arc’hantaouiñ gant Kumuniezh Korsika evit stummañ kelennerien 1,3 M€ evit kas an niver a skolidi da 180 kelenner divyezhek stummet bep bloaz, un aotreegezh LPE divyezhek hepken korseg  e 2026 (hep LPE unyezhek ebet), ur master MEEF divyezhek hepken (ar Master MEEF unyezhek a ya da get). Gant lod eus ar mediaoù e  Korsika e veze titlet “an unaniezh sakr” pa oa bet sinet an emglev-se. Netra par e Breizh 4 bloaz war-lerc’h votadeg  al lezenn Molac. Degas a reomp soñj emañ hor c’hevredigezh ha Div Yezh Breizh o doa divizet tagañ ar Stad dirak al lez-varn e miz C’hwevrer 2025.  E miz C’hwevrer 2025 e oa bet kaset ur reked barnerezhel  da lez-varn velestradurel Roazhon en abeg ne oa ket sevenet gant ar Stad he endalc’hioù tennet eus ar c’hendivizad Stad-Rannvro sinet e miz Meurzh 2022. 

Hep souten politikel hag ur youl gwirion gant  pennoù bras ar C’huzul-rannvro Breizh, kannaded ha senedourien eus Breizh , evel dilennidi Korsika (met gallout a rafed menegiñ ivez youl dilennidi Euskadi),  evit goulenn groñs digant ar Stad ha digant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad doujañ ouzh engouestloù ar c’hendivizad,  e vo spontus kenañ bilañs kendivizad miz Meurzh 2022 war dachen ar c’helenn brezhoneg. 

—————————–
[1] Savet eo bet ar stummadur-se da-heul ar gwask lakaet war ar Ministrerezh.  Akademiezh Roazhon a oa unan eus an nebeud akademiezhioù e Frañs na oant ket bet savet ur stummadur kevatal evit ur yezh “rannvroel”.

 [2] Aotreegezh Prientiñ e Kelennerezh ar Skolioù (LPPE) : An aotreegezh-arnodiñ-se, zo bet krouet e 2022 gant un aotreegezh e-barzh pep Akademiezh e Frañs. Ledanaet e vo patrom an LPPE gant an  LPE nevez.  En Akademiezh Roazhon  e oa bet krouet an LPPE da-geñver ar c’hendivizad a viz Meurzh 2022 evit  bezañ un aotreegezh divyezhek. E kendivizad miz Meurzh 2022 e oa bet resisaet, ouzhpenn-se, e vefe « Diouzh dedenn ar studierien war ar stignad-se a brient muioc’h a studierien e  c’hallo bezañ digoret   lasoù nevez e rannvro akademiek Breizh  »

[3]  Stignad evit mirout 60 % eus ar postoù evit ar c’henstrivadegoù hag an tu da vont diouzhtu gant an amprouennoù degemer dre gomz war-eeun hep tremen dre ar genstrivadeg dre skrid, gant ma vo talvoudekaet barregezhioù an Aotreegezh.