Emvod-meur 2025 ELEN : emezelañ Kelennomp !

Kelennomp!, kerkoulz ha Diwan, zo emezelet en ELEN, ar Rouedad Europat evit ar Gevatalded Yezhel, er bloaz-mañ. 

Pal ELEN eo kas war-raok ha gwareziñ ar yezhoù europat  (da lâret eo ar yezhoù rannvroel, bihanniver, en arvar hag henvroat), labourat evit ar c’hevatalder yezhel evit ar yezhoù-se hag al liesyezhegezh, e framm ledanoc’h gwirioù mab-den,  ha bezañ mouezh yezherien ar yezhoù-se el liveoù lec’hel, rannvroel, broadel, europat hag etrebroadel. Un aozadur e-maez gouarnamant eo ELEN. Krouet eo bet ELEN e 2011 diwar bodadoù ar Stadoù ezel eus ar Burev kozh europat evit ar yezhoù bihanniver (EBLUL), Eurolang, hag un toullad mat a NGOoù yezhel eus an darn vrasañ eus ar Stadoù ezel eus UE.

Fellout a ra da ELEN neuze dileuriañ ar 50 milion a dud, 10% eus poblañs an UE, a gomz ur yezh rannvroel, bihanniver pe en arvar da vont da get. Bodañ a ra ELEN 174 aozadur ezel a zastum 50 yezh e 25 stad europat.

War-dro 100 dileuriad eus aozadurioù stourmerien evit ar yezhoù bihanniver a oa bodet e Barcelona d’an 13,14 ha 15 a viz Du evit emvod-meur ELEN 2025 aozet gant CIEMEN ha skoazellet gant Gouarnamant Katalonia ha ti–ker Barcelona. 

En emvod e oa bet komzet eus ur bern kudennoù a denn d’ar yezhoù minorelaet en Europa ha kinnigoù nevez ELEN d’an UE evit gwareziñ ar yezhoù minorelaet. 

Kinniget eo bet ur strategiezh difenn nevez evit ar yezhoù bihanniver en Europa evit rediañ Unvaniezh Europa da  seveniñ he c’hefridioù evit gwareziñ ar yezhoù minorelaet hag en arvar en Europa. Kinniget en deus ELEN ur strategiezh nevez savet gant alioù daneveller ispisial an ONU evit ar minorelezhioù, Nicolas Levrat. Ar strategiezh a c’houlenn ma vo kemeret gant an UE meur a ziarbenn liammet dindan kefridioù an UE evit  gwareziñ ar minorelezhioù yezhel evel m’eo meneget e mellad 2 Feur-emglev Lisboa.

Un digarez da aozañ stalioù-labour e oa bet Emvod-meur ELEN ivez :  atalieroù war ar stourm evit ar yezhoù bihanniver enlinenn ha dre ar rouedadoù sokial ; penaos e vez levezonet ar c’humuniezhioù yezh gant kudennoù al lojeiz ; diorren luskad ar re yaouank ELEN ; nevesaat Disklêriadur Hollvedel ar Gwirioù Yezhel ; hag ivez daou atalier Fosterlang war teknologiezh ar yezhoù hag ar mediaoù sokial, hag ar c’helenn dre soubidigezh.

Echuet eo bet an devezh gant embannadur Conradh na Gaeilge e vo degemeret Emvod-meur ELEN 2026 e Béal Feirste (Belfast).