Aotreegezh Kelennerezh ar Skolioù (LPE) divyezhek : ul lizher soumonañ dre alvokad kaset d’ar Ministrerezh ha d’ar Rektorelezh

Kefridiet eo bet ar c’habined alvokaded Coudray eus Roazhon, arbennigour war ar gwir foran evit kas ul lizher soumonañ  da Vinistr an Deskadurezh-Stad ha da Rektorez Akademiezh Roazhon, o c’houlenn diganto lakaat da dalvezout diouzhtu aotreegezhioù kelennerezh ar skolioù divyezhek (SLD/ LPE). 

An diferad eus an 9 a viz Gwengolo 2025 a laka war-sav framm broadel Aotreegezh Kelennerezh ar Skolioù (LPE) o tiazezañ ur stummadur nevez hag a gemero plas, war verr dermen, an aotreegezhioù hentad prientiñ da gelennerezh ar skolioù  (PPPE). E pep hini eus an 22 rannvro akademek e Frañs e oa bet krouet un aotreegezh PPPE e 2022 da-geñver ur seurt programm arnodiñ. E rannvro akademiezh Breizh e oa un aotreegezh PPPE divyezhek brezhoneg-galleg a oa bet krouet evel-se da-geñver ar c’hendivizad Stad – Rannvro Breizh eus miz Meurzh 2022 war treuzkas yezhoù Breizh.  Aotreegezhioù all evit ar yezhoù “rannvro” a oa bet krouet ivez, evel evit an okitaneg hag ar c’horseg.

Gant an aotreegezh nevez (LPE) e vez ledanaet, e mod pe vod, an aotreegezh kozh hentad prientiñ da gelennerezh ar skolioù (PPPE) hentad arnod kozh an aotreegezh PPPE gant ar genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù lakaet e dibenn an aotreegezh ha n’eo ket mui e dibenn ar Master MEEF. 

Gallout a ray studierien an  aotreegezh nevez talvoudekaat  ul lodenn eus ar genstrivadeg degemerusted dre skrid a-drugarez d’ar c’hontroll dibaouez ha war-dro 60 % eus ar postoù er genstrivadeg a vo miret evito. Gant an doareoù-se eo dedennus-kenañ an LPE-se e-keñver ar patrom kozh neuze a-benn diskoulmañ an diouer a gelennerien anavezet gant un toullad akadamiezhioù zo e Frañs. 

D’an distro-skol 2026 eo rakwelet  digeriñ ul LPE e Roazhon (50 plas), Brest (30 plas) ha Sant-Brieg (20 plas) er akademiezh Rozahon. Met n’eus aotreegezh LPE divyezhek galleg-brezhoneg ebet raktreset betek-henn, tra ma n’eus ket a vank evit kelennerien unyezhek evit poent. E 2025, 137 post a oa bet digoret d’ar c’henstrivadegoù unyezhek gant 1886 den enskrivet ha 714 den deuet. Er c’hontrol, n’eo ket niverus a-walc’h an dud war ar renk evit ar c’henstrivadegoù divyezhek. N’eus bet nemet 7 loread evit 35 post digor (55 den enskrivet ha 22 den war al lec’h). 

Ur benveg eus ar c’hentañ e vefe krouiñ LPEoù divyezhek brezhoneg-galleg e Breizh  evit stummañ kelennerien war un dro war ar brezhoneg e-pad tri bloaz ha war pedagogiezh a-ratozh an divyezhegezh er skol ha diskoulmañ kudenn an diouer a gelennerien divyezhek. 

An aotreegezh PPPE e Brest, empennet war an diazez-se, a oa bet digoret d’an distro-skol 2022 e Skol-veur Breizh-Izel (SBI) hag he deus graet berzh gant 74 studier enskrivet e-pad tri bloavezh ar stummadur-se ha 300 emstriver Parcoursup evit 30 plas evit an distro-skol e 2025. Ur gohortenn gentañ a zo deuet er-maez eus an aotreegezh-se e  2025 hag a ya d’ober 71 % eus ar studierien enskrivet er bloavezh Master MEEF divyezhek  e Sant-Brieg

Koulskoude, e pep Rektorelezh, war-bouez hini Roazhon, un aotreegezh LPE e yezhoù “rannvro”zo bet savet skolioù.  Evel-se emañ kont evit an euskareg, an okitaneg, ar c’hatalaneg, ar c’horseg. Rannvro akademiezh Breizh ‘vo an hini nemeti hep LPE  divyezhek ebet.

E-keit-se e sav goulennoù pouezus evit dazont an aotreegezh PPPE divyezhek eus Brest hep bezañ treuzfurmet buan e LPE. Prientet e oa bet an treuzfurmiñ anezhi e LPE gant atebeg ar stummañ met nac’hañ a ra Rektorelezh Roazhon ar raktres-se koulskoude. 

Brasjedet eo bet an  ezhommoù stummañ kelennerien divyezhek gant ar rektorelezh he-unan da 80 kelenner divyezhek bep bloaz. Se zo kaoz e oa bet lakaet ar pal da zigeriñ ur stummadur PPPE all evit ar c’helenn publik  e Roazhon hag unan all e Gwened evit ar c’helenn katolik gant Rannvro Breizh gant he steuñv adperc’hennañ ar yezhoù votet e miz Kerzu 2023.  Nac’hañ  a ra Rektorelezh Roazhon digeriñ un aotreegezh LPE e Roazhon ivez.

Treuzfurmiñ an aotreegezh PPPE Brest e LPE ha digeriñ un LPE divyezhek nevez e Roazhon zo pouezus-bras kevit kenderc’hel gant ar c’helenn divyezhek met ivez evit ar c’helelenn brezhoneg war an amzer-skol evel ma’z eo skrivet e-barzh  kod an Deskadurezh (mellad L. 312-11-2) da-heul votadeg lezenn an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwarez glad ar yezhoù rannvroel hag o brudañ lesanvet “lezenn Molac”.

Kaset eo bet al lizher soumonañ goude ar reked barnerezhel bet kaset da lez-varn Velestradurel Roazhon (e kenlabour gant kevredigezh tud ar vugale evit ar c’helenn brezhoneg er skol bublik DIV YEZH BREIZH) e miz C’hwevrer tremenet en abeg ne vez ket doujet gant ar Stad ar c’hendivizad Rannvro-Breizh evit ar c’helenn brezhoneg. 

Ul lizher evit zisplegañ perak eo kaset seurt lizher gant ar c’habined alavokaded da vinistrerezh an Deskadurezh-Stad ha da Rektorelzh Roazhon zo bet kaset da gannaded ha da senedourien Breizh, ha da guzulierien rannvro Inez.