Ma’z eo un trec’h embann ur stummadur nevez evit kelennerien ar skolioù divyezhek e Roazhon evit an distro-skol 2027 (embannet gant Ministr an Deskadurezh-Stad d’ar 16 a viz Kerzu 2025 ha kadarnaet gant rektorez akademiezh Roazhon da-geñver poellgor heuliañ ar c’henemglev Stad -Rannvro Breizh war treuzkas ar brezhoneg d’an 18 a viz Kerzu 2025, gwelet ivez ar pennad kent) e rankomp mont pelloc’h.
Nec’het omp war un dro e vo dalc’het stummadur Brest evel un aotreegezh war skiantoù an Deskadurezh harpet ouzh ur PPPE (Hentad Prientiñ e Kelennerezh ar Skolioù) hag an dibab graet gant un aotreegezh all harpet ivez ouzh ur memes doare hentad evit Roazhon. N’hon eus ket gounezet un LPE (Aotreegezh Kelennerezh ar Skolioù) divyezhek evel e Korsika pe en Euskadi Norzh evit poent. Sellet amañ ouzh respont Ministrerezh an deskadurezh uhel d’al lizher soumonañ kaset gant ar c’habined alvokaded Coudray.
Embannet eo bet gant ar rektorelezh Roazhon e vo digoret un aotreegezh LPE “hentad brezhoneg” e Roazhon en INSpé e distro-skol 2026 gant ur “grenvaat yezhel” eus 100 eurvezh war 3 bloaz da-geñver ar bloc’had “azasaat da bep tiriad” rakwelet gant diferad an 9 a viz Gwengolo 2025. Talvezout a ra ar “c’hreñvaat yezhel”-se e gwirionez kement hag un eurvezh bennak bep sizhun, kementad par d’an tañvaoù d’ar brezhoneg a vez graet e skolioù kentañ derez zo e Penn-ar-Bed. En em c’houlennomp ivez penaos e vo kenvevet an aotre-se LPE “hentad brezhoneg” gant an aotre da zont harpet ouzh un hentad PPPE e Roazhon, a zlefe bezañ digoret e miz Gwengolo 2027, hag ivez penaos e vo padus an atreegezh PPPE e Brest hep bezañ treuzfurmet en LPE.
Erfin en deus embannet ar ministrerezh an diferad d’an 12 a viz Genver 2026 evit termeniñ framm broadel ar Master Kelenn ha Deskadurezh (M2E) ha gwelet a reomp ne vez ket kemeret e kont tamm ebet ar “yezhoù rannvro”. N’eo ket meneget ar gerioù “yezhoù rannvro” e kontrol eus diferad an 9 a viz Gwengolo 2025 o termeniñ framm broadel an LPE, memes ma ne oa meneget ar “yezhoù rannvro” nemet er bloc’had 100 eur “azasaat ouzh pep tiriad”.
Goulennet hon eus ur goulenn emgav digant Ministr an Deskadurezh-Stad gant ar c’hevread “Evit ma vevo hor yezhoù”. Kaset eo bet ar goulenn emgav-se goude ma o doa kejet ar senedourez Karine Daniel hag ar Senedour Max Brisson d’ar Meurzh 6 a viz Genver gant ministr an Deskadurezh-Stad, an Ao. Édouard Geffray. Pouezet o deus war ar fet e oa ret kemer ar yezhoù rannvro e kont en adreizhadur stummadur kentañ ar gelennerien hervez an erbedadennoù bet roet d’an Deskadurezh-Stad e danevell ar Sened diwar-benn lakaat lezenn an 21 a viz Mae 2021, lesanvet “Lezenn Molac” da dalvezout, embannet d’ar 15 a viz Here 2025.
E live Frañs, dre ar c’hevread nevez savet “Evit ma vevo hor yezhoù” e c’houlennomp :
- e vo dalc’het kont eus ar “yezhoù rannvro” e stummadur kentañ ar gelennerien, gant krouiñ gwir LPEoù divyezhek galleg-“yezh rannvro”‘ gant enskrivadur er vaketenn eurvezhioù kelenn e yezhoù rannvro a glotfe gant ezhommoù pep tiriad,
- ma vo savet ur Master “M2E” gant 50% d’an nebeutañ eus ar c’helenn e “yezhoù rannvro” evit loreidi ar CRPE hag enskrivadur er vaketenn un hollad boutin a-zivout perzhioù kelenn ar c’helenn divyezhek,
- erfin, an tu da heuliañ kentelioù danvez kelenn e yezhoù rannvro a-hed an hentad skol-veur evit ma c’hallo an danvez kelennerien kelenn e ‘yezhoù rannvro.
Evit echuiñ e c’houlennomp ma vo savet ur bodad labour (DGESCO + DGSIP + IGESR + obererien war an dachenn) evit mont war-raok war ar sujedoù-se.
Skrivet hon eus ul lizher d’ar gannaded ha senedourien hag ivez da guzulierien rannvro zo evit hon harpañ da lakaat erbedadennoù danevell ar sened e pleustr.. Lizher dindan.
