Adreizh an tuta kelennerien e 2026 : aotreegezhioù LPE (kelennerien ar skolioù)
D’an 28 a viz Meurzh e oa bet embannet gant ar C’hentañ ministr François Bayrou, asambles gant Elisabeth Borne, ministr an Deskadurezh, e vefe adlañset adreizh an tuta kelennerien. Hogen en destenn bet embannet gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad d’an 19 a viz Ebrel, ne oa meneg ebet eus plas ar yezhoù rannvro en hentadoù stummañ nevez adalek 2026 Kaset ez eus bet ul lizher d’an 2 a viz Mae e anv “Pour Que Vivent Nos Langues” d’ar c’hentañ Ministr, da vinistrerez an Deskadurezh-Stad ha d’an holl kannaded ha senedourien eus an tiriadoù ma vez komzet ur yezh “rannvro”. Kensinet e…