Emgavioù-rannvro ar brezhoneg (Here 2016): kinnigoù kelennerien evit ar c’helenn brezhoneg

Renablet e vez amañ-dindan ar c’hinnigoù graet war tem labour ar c’helenn gant kelennerien er bodad-labour Kelenn bet dalc’het d’ar 15 a viz Here 2016 e-pad emgavioù-rannvro ar brezhoneg : 

 

Ha pa vefe eus ar c’helenn divyezhek abaoe 40 vloaz e Breizh n’eus evit c’hoazh steuñv diorren ebet da vat na politikerezh youlek ebet douget gant ar pennadurezhioù er c’hontrol diouzh ar pezh a c’hoarvez e Korsika, Elzas hag Euskadi.

Koulskoude, abaoe ma eo bet lakaet da dalvezout mellad L 312-10 e Kod an deskadurezh el lezenn da ad-diazezañ ar skol e miz Gouere 2013, e ro ar mellad-se ar galloud d’ar strollegezhioù lec’hel da aoziñ an doare da gelenn ar yezhoù bihanniver dre sinañ ur c’henemglev gant ar Stad. Leur enseignement (ndlr : des langues et cultures régionales) est favorisé prioritairement dans les régions où elles sont en usage. Cet enseignement peut être dispensé tout a long de la scolarité selon des modalités définies par voie de convention entre L’Etat et les collectivités territoriales où ces langues sont en usage !”

E Breizh, n’eus bet lakaet araokadenn vras ebet da dalvezout evit kelenn ar brezhoneg er skolioù. Dister en ur mod eo ar c’henemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh  sinet d’an 20 a viz Here 2015.

Er c’hontrol eo bet divizet da vat ur politikerezh youlek en Alsaz gant ur c’henemglev-stern 2015-2030 hag ur c’henemglev oberiant 2015-2018 sinet d’an 1ñ a viz Even 2015 hag e Korsika nevez zo gant ur c’henemglev sinet d’an 2 a viz Du 2016 gant ar pal hollekaat ar c’helenn divyezhek.

kinnigoù :

  • Cheñch ar mod da ginnig ar sifroù

Dav eo kinnig an disoc’hoù en ur ginnig feur ar vugale en hentennoù divyezhek e-keñver an niver a vugale hollek skoliataet e Breizh ha n’eo ket muzuliañ an traoù gant niver a vugale skoliataet e hentennoù brezhoneg hepken.

Disheñvel-tre eo an traoù hervez ar feson ma kinniger an disoc’hoù :

En Elzas, 15% eus ar skolidi a zo en un hentenn divyezhek er c’hentañ derez. Er gevrat Rannvro-Stad sinet e miz Even 2015 eo bet lakaet ar pal da dizhout 25 % eus ar skolidi en hentad divyezhek o kregiñ er 6vet divyezhek ( ar rannvro Alsaz hag an daou zepartamant o deus gouestlet 3 M€ / bep bloaz evit an 3 bloavezh o tont er c’henemglev evit an deskadurezh 2015-2018)

En Euskadi Norzh, 39 % eus ar skolidi a oa skoliataet en un hentad divyezhek er c’hentañ derez e 2016. E 2016, 65% eus ar skolioù a ginnige un hentad divyezhek ivez.

E Korsika  : ur youl evit hollekaat ar c’helenn divyezhek er gevrat Stad- Korsika bet sinet e miz Du 2016 (2016-2020) ( 35 % eus ar vugale er c’helenn divyezhek er c’hentañ derez, 100 % eus ar skolidi o deus un tañva eus ar c’horseg e 2015). Budjed ar strollegezh lec’hel evit padelezh ar gevrat steuñv : 3,6 M€.

Er c’hentañ derez e Breizh e 2015 : ne oa nemet 2,8 % eus ar skolidi a oa en hentennoù divyezhek ha n’eus nemet 7,7 % eus ar skolioù a ginnig un hentad divyezhek. 92 % eus ar skolioù-mamm ne ginnigont hentad divyezhek ebet c’hoazh ! (daveennoù ofis ar brezhoneg, Teul ar c’helenn divyezhek 2015)

Hag en tu all da MorBreizh  : Ministr Gouarnamant Kembre e-karg eus ar stummadur padus ha dibaouez hag ar c’hembraeg en doa disklêriet e-kerzh lid-digeriñ ur greizenn stummañ nevez evit ar c’hembraeg d’ar 15 a viz Here 2016 : “The Government has set an aim of ensuring a million Welsh speakers by 2050. Our schools and children have a vital part to play in helping us achieve this aim, they are the future of our language and our nation.” E 1960 e oa niver a vrezhonegerien ha kembraegerien damdost (tro 600 000 komzer ) . E penn kentañ an XXI vet kantved emañ stad an traoù disheñvel mik etre Breizh ha Kembre.

  • Lakaat palioù war hir dermen gant ur gwir steuñv diorren

17 000 skoliad e 2017 n’eo ket trawalc’h: : 1,84 % a skolidi divyezhek e Breizh (4 departamant). Mantrus eo chom gant pal an 20 000 bugel e 2020. Ar memes pal a oa bet lakaet gant ar rannvro e 2004 da dizhout e 2010… Ur vezh zoken !

“Ma vez dalc’het gant al lusk kreskiñ a zo bremañ e vo ret gortoz ouzhpenn 100 vloaz a-raok ma errufemp da feur skoliata an Elzasianeg hiziv an deiz !” (teul-mammenn : ofis ar brezhoneg, ar c’helenn divyezhek e Breizh 2015)

  • Sifroù resisoc’h

Evit heuliañ diorren ar sistem skol divyezhek e Breizh e vije mat kavout sifroù nevez muzuliet gant an Ofis. Da skouer, mat ‘vefe klokaat ar studiadennoù gant an niver a glasadoù divyezhek digoret e kumun-mañ kumun, an dregantad a glasadoù divyezhek er skolioù divyezhek.Kement all a zo a-bouez evit muzuliañ pouez an hentenn divyezhek en ur skol bublik a zo unyezhek galleg ivez.

  • Lakaat palioù evit kalite ar yezh

Ne c’heller ket embann ez eus kement a vugale en hentennoù divyezhek ma n’int ket gouest da gomz e brezhoneg o tont er-maez eus ar skol. E Euskadi-Norzh eo bet termenet ur steuñv a-fed palioù yezh hag aotreet eo bet ar skolioù-mamm en deskadurezh stad hag en deskadurezh katolik da vont en tu all eus ar parder galleg-euskareg en ur mod arnodel. Aotreet eo bet e Korsika d’ober memes mod er c’henemglev sinet e miz Du 2016.

  • Uhelaat live brezhoneg ar skolaerien hag ar gelennerien, steuñv stummadur dibaouez

Da heul 6 mizvezh staj stummadur hir e c’hoarvez da skolaerien zo mont da gelenn diouzhtu. Re abred eo evit lod. Kinnig stummadurioù donaat hag heuliañ stajoù er c’hlas gant skolaerien/kelennerien. Evit ar gelennerien divyezhek titlet eo ret kinnig dezhe ur gwir stummadur dibaouez evit gwellaat an doareoù da gelenn e brezhoneg, kinnig emgavioù etre ar skolaerien/kelennerien diwar benn kudennoù ha diskoulmoù ar c’helenn brezhoneg bep bloaz (Er c’hendividizad sinet e Korsika, nevez zo, e vo kinniget prantadoù hir stummañ : etre 40 eurvezh hag 90 eurvezh bep bloaz, erlec’hiet e vint gant kelenerion erlerc’herien)

  • Kreñvaat da vat ar gelennadurezh divyezhek en eil derez ha lakaat an diarbennoù a zere da dalvezout evit ober d’an troc’h evit tremen eus ar 1ñ d’an eil derez digreskiñ (poloù kempoell diazezet war ur c’hinnig solut er 1ñ derez, doujañ d’ar parded eurioù : eurioù hanter-hanter rik, dedennañ an dud, aesaat an treuzdougen betek ar skolajoù, liseoù).
  • Lakaat diazezañ un hentad divyezhek kentañ en eil derez teknologel, micherel, labour-douar ha mor
  • Broudañ ar strollegezhioù lec’hel da stummiñ e brezhoneg ar SASM (skoazellerien arbennikaet skolioù-mamm – ATSEM) , an EBS (eilerien buhez skol – AVS) , ar vuhezourien droskol er skolioù-mamm ha skolioù-kentañ (TAP).

Lakaat e pleustr ur steuñv stummadur dibaouez get ar c’humunioù hag ar skolioù kentañ derez, ha kinnig ur skoazell evit erlec’hiañ an dud e-pad o stummadur.

  • Lakaat da dalvezout un tañva d’ar brezhoneg ha sevenadur Breizh er 1ñ derez en hentadoù unyezhek  

Un dra zo bet meneget er c’hendivizad gant ar Stad e miz Here 2015 “Dans le premier degré , une attention particulière sera portée à la possibilité d’offrir une sensibilisation à la langue et à la culture bretonne dans l’enseignement afin que les élèves puissent se familiariser avec le patrimoine régional y compris en adaptant les outils pédagogiques nécessaires.” Met seblant netra zo bet raktreset a-fet deiziataer ha steuñv stummañ evit ar gelennerion unyezhek…

  • Lakaat e pleustr ur bodad heuliiñ ar c’hendivizad sinet gant ar Stad gant emvodoù reoliek, 3 wech ar bloaz da nebeutañ

Dav e vo kaout ur bodad heuliañ reoliek evit heuliañ an divizoù bet lakaet er c’hendivizad (2015-2020) gant ar stad war ar c’helenn brezhonek.

  • Ha dreist-holl admarc’hata ar c’hendivizad araok 2020 gant ar pal kaout ur gwir bolitikerezh youlek evit  ar c’helenn brezhonek (pal a fed niver a vugale en hentadoù divyezhek adtalvoudekaet, ur gwir steuñv diorren liesvloaziek gant palioù resis sifret ha termenet dre zepartamantoù ha dre dakadoù ha lakaet e pleustr gant steuñvoù oberoù bloaz) ha lakaat ‘barzh ar jeu an departamantoù breizhat ivez (sinet eo bet gant departamant Penn-ar-Bed ur brastres yezh 2016-2021 a zo e bal tremen d’un niver a vugale eus 7 % en hentadoù divyezhek da 10 % -15 % en hentadoù divyezhek a-benn 6 bloaz).