Disklêriadur a-stroll lennet e penn kentañ emvod poellgor akademiezh ar yezhoù rannvro (CALR) d’al Lun 9 a viz Gouere 2018 e rektordi Akademiezh Roazhon. Kensinet eo bet an disklêriadur gant KELENNOMP! , DIWAN, DIV YEZH BREIZH, DIHUN BREIZH ha SGEN-CFDT BREIZH.
« Gant an disklêriadur boutin-mañ hon eus c’hoant da ziskouez hor skoazell d’al liseidi Diwan o deus divizet tremen o amprouennoù matematikoù e brezhoneg ha d’ar skolajidi Diwan o deus tremenet an amprouennoù skiantoù ar vuhez hag an douar e brezhoneg. Mard eo bet reizhet o c’hopiennoù, n’eo bet priziet nemet al lodennoù e galleg !
Goulenn a reomp groñs ouzh an Deskadurezh Stad ma vo chañchet doare an amprouennoù a-benn aotren implij ar brezhoneg. Dav eo derc’hel kont eus emdroadur plas ar yezhoù rannvro en hentadoù divyezhek kevredigezhel, publik ha prevez gant un niver a skolidi o kreskiñ.
Kinnig a ra dija kod an deskadurezh (pennad L 121-3) an tu d’en ober : « La langue de l’enseignement, des examens et concours, ainsi que des thèses et mémoires dans les établissements publics et privés d’enseignement est le français. Des exceptions peuvent être justifiées : 1° Par les nécessités de l’enseignement des langues et cultures régionales ou étrangères ; (…) »
Goulenn a reomp ivez gant ar Stad paouez gant ur brezegenn daou du. Pemzektez zo en doa disklêriet Prezidant ar Republik, war an ton bras, e Kemper “Les langues régionales jouent leur rôle dans l’enracinement qui fait la force des régions. Nous allons pérenniser leur enseignement” padal e ya war an tu kontrol divizoù servijoù ar Stad evel an Deskadurezh Stad en akademiezh Roazhon.
Goulenn a reomp gant ar rektorelezh lakaat reizhañ an holl gopiennoù amprouennoù bet skrivet e brezhoneg ar bloaz-mañ ha digeriñ an aotre evit ma c’hellfe an holl skolidi skoliataet en tri hentad divyezhek tremen danvezioù ouzhpenn e brezhoneg en o amprouennoù evit ar bloavezhioù o tont. »