Kenstrivadeg deskadurezh an agregadur 2019 : Skarzhet ar brezhoneg !

Goude amprouennoù matematikoù ar vachelouriezh e brezhoneg, tremenet gant liseidi Diwan met berzet, daoust m’eo aotreet o c’henseurted a vro Euskadi d’o zremen en o yezh hervez lezenn, setu m’eo skarzhet ar brezhoneg diouzh programmoù kenstrivadeg an deskadurezh evit an agregadur 2019 (goude bezañ bet digoret e-pad bloaz, e 2018, gant ur post nemetken).

Kavet eo bet ar c’heloù war lec’hienn internet ar gouarnamant « devenir enseignant » rubrique “les programmes des concours de l’agrégation » 

A-boan miz ’zo koulskoude, e Kemper, e oa bet diskleriet gant Prezidant ar Republik “Les langues régionales jouent leur rôle dans l’enracinement qui fait la force des régions. Nous allons pérenniser leur enseignement”. Mont a ra divizoù ar Stad a-enep krenn avat, dre hanterouriezh ministrerezh an Deskadurezh Stad pe dre hini rektorelezh Roazhon.

Anat e seblant bezañ bremañ ma ne dalveze ket ar c’homzoù-se, bet distaget e Breizh evelkent, evit ar brezhoneg, lakaet er-maez kenstrivadeg an agregadur hiviziken. Peadra zo da vagañ disfiz ouzh komzoù brav hor prezidant pa soñjer ouzhpenn en aferioù ar bak e brezhoneg, ar breved e brezhoneg, hag an dinac’h adskrivañ kelc’hlizher an « ñ »…

Gant ar gevredigezh Kelennomp ! eo bet kaset ul lizher da vinistrerezh an deskadurezh, gant ur gopienn da Lena Louarn, eil prezidantez e karg eus ar yezhoù e kuzul rannvro Breizh. Ul lizher all a oa bet kaset gant Gwendal Denez, prezidant ar gevrenn “sevenadurioù ha yezhoù rannvro” e Kuzul Broadel ar Skolioù-meur, a oa bet kaset gant Gwendal Denez, prezidant ar gevrenn « sevenadurioù ha yezhoù rannvro » e Kuzul Broadel ar Skolioù-meur, a-benn diskuliañ an dro gamm c’hoariet d’ar brezhoneg ha d’an okitaneg, bet skarzhet ivez.