Votet eo bet “heñchadurioù bras politikerezh ar rannvro” evit ar brezhoneg d’ar 14 a viz Kerzu 2018 gant Kuzul Rannvro Breizh. Kregiñ a ra an teul-se gant ar frazenn: “Sevel ar gevredigezh divyezhek a zo gortozet gant ar Vretoned hag ar Bretonezed eo pal ar Rannvro”. Resisaet e vez goude-se: “Kinnig a ra ar Rannvro, evit he folitikerezh nevez evit ar brezhoneg a vo kaset da benn e 2019, kendec’hel ha mont pelloc’h gant ar pezh a ra hiziv”. Roet eo bet da c’houzout ivez gant Rannvro Breizh a vo savet e 2019 ur “steuñv ober” evit ar brezhoneg.
Kizidikaet hon doa Prezidant kuzul rannvro Breizh dija dre al lizher bet kaset d’an 13 a viz Du 2018 (sinet gant ouzhpenn 50 kevredigezh unanet er strollad “Rouedad ar brezhoneg”) war ar riskl ez afe ar brezhoneg da get a-benn an degadoù o tont ha goulennet hon oa ur “steuñv a zifrae” hag ur c’hresk bras eus ar budjed gouestlet evit saveteiñ ar brezhoneg.
En desped da-se eo bet votet gant ar C’huzul Rannvro ur budjed ken treut hag ar bloavezhioù all, da lavaret eo 2,24€ nemetken dre annezad. Ganeomp-ni, hag a labour war ar pemdez evit ar brezhoneg war pep tachenn, eo bet savet ur “Steuñv ober” evit kinnig en un doare fetis an doare ma c’hell an hentadurioù bet votet ganeoc’h bezañ lakaet e-pleustr. Ouzhpenn 80 fichenn-ober a zo bet savet neuze evit resisaat ar palioù war pep tachenn, displegañ an disoc’hoù gortozet hag an deiziataer evit tizhout anezho.
Kinnig a reomp eta d’ar C’huzul Rannvro ar steuñv ober evel diaz labour evit ma vo lakaet a-pleustr gant ar rannvro he folitikerezh yezh. Pal ar c’hinnigoù-se a zo ivez hentañ servijoù ar Stad ha Rannvro Breizh evit sevel ar “C’henemglev arbennik evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek” hag en deus da vezañ lakaet e-plas adalek 2020.