Danevell Emvod-Meur Kelennomp! e Landelo (23/11/19)

 

Danevell emvod-meur ordinal 2019

23/11/2019 e Presbital Kozh e LANDELO

Bodet eo bet an emvod-meur ordinal d’an 23 a viz Du goude bet galvet an izili dre bostel d’ar 24 viz Here gant ar burev.

Izili o deus kemeret perzh en emvod-meur :  Renan Kerbiquet, Goulven Morvan, Brewal Runigo, Nadine Urvois, Janig Gueguen, Goulven Ar Gag, Gildas Grimault, Mireille Arnouat, Sandrine Kalvez, Julien Antoine, Laura Bart, Tudual Audic, Yan-Pier Deredel, Maxime Touze, Eric Ligeour

Renet eo bet ar c’huzul gant ar prezidant, Goulven Morvan

Renan Kerbiquet , a zo bet anvet sekretour evit an dalc’h.

Savet zo bet ur roll bezañs hag a zo bet sinet gant an holl dud war al lec’h.

1) DEGEMER

Ur c’hinnig prim eus tout an dud zo bet graet.

 2) KINNIG DANEVELL VUHEZ AN EMBREGEREZH 2018/2019

Emvodoù Lec’hel / KAYR (Kuzul-akademiezh ar yezhoù-rannvro)
  • 8 emvod lec’hel gant kelennerien  :2 e Penn-ar-Bed (Kemper : 11/12/18, Brest : 13/03/19), 2 er Mor-Bihan (Gwened : 13/11/18, An Oriant : 16/10/18) , 1 en Aodoù-an-Arvor (Gwengamp : 16/01/19) , 1 en Il-ha-Gwilen (3/04/19), 1 e Liger-Atlantel (Naoned: 22/05/19) , tro 90 kelenner tizhet (76 ezel hiziv) + un emvod get studierien an ESPE (kentañ derez) : niver a bostoù er genstrivadeg CRPE (13/02/19)

  • Degemeret e KAYR Roazhon ha Naoned : Roazhon (25/06/19), Naoned (31/01/19 ha 21/11/19)

Lizhiri d’ar GANNADED (Lezenn BLANQUER)

Lezenn Blanquer : lizhiri kaset (2) d’an holl gannaded Breizh e Miz C’hwevrer enkemmadoù kinniget e “lezenn ar fiziañs” + adreizh ar bachelouriezh + mediaoù

  • Ledanaat kinnig ar c’helenn yezhoù rannvro er c’hentañ derez evel e Korsika d’ar yezhoù rannvro all .Article L312-11 du code de l’éducation, créé par la ​Loi n°2002-92 du 22 janvier 2002 – art.7 JORF 23 janvier 2002 ​« La langue corse est une matière enseignée dans le cadre de l’horaire normal des écoles maternelles et élémentaires de Corse »

  • treziad skol evit ar skolioù divyezhek ha kevredigezhel ha katolik

  • ur “sell pedadgogel” war ar c’helenn dre parder evit gwellaat kalite an divyezhegezh gant ar meneg ouzhpennet e Kod an deskadurezh (art L 312-10 du code del’éducation) “ dans le respect des objectifs de maîtrise des deux langues à chaque niveau d’enseignement”

Lizhiri d’ar rektordi (Roazhon)
Kinnigoù d’ar rannvro : politikerezh yezh + kenemglev Stad-rannvro o tont (2020-2025)  
  • Savet eo bet kinnigoù hollek dre ar strollad “Rouedad ar Brezhoneg” ( strollad kevredigezhioù bodet evit kas àr-raok ar brezhoneg bloaz hanter zo) evit henchañ politikerezh yezh ar rannvro hag ivez danvez emglev stad-rannvro o tont (20020-2205) : kendivizad stag ouzh ar gevrat steuñv Stad-Rannvro war an divyezhegezh + emvod-kelaouiñ e Roazhon (31/08/19)

  • Sinet e vo ar c’henemglev stad-rannvro nevez etre miz Gwengolo 2020 ha Kerzu 2020.  Un emgav hon eus bet gant ofis ar brezhoneg d’an 22 a viz Here e anv “Kelennnomp !” .

  •  Ur respont diwar an teul a-berzh prezidant ar rannvro zo bet resevet gant ar strollad d’an 31/10/19.

Emgavioù red-micher 56 “entretiens de carrière”
  • Emgavioù-red micher e galleg evit ar 56 , postel kaset d’ar skolaerien e 07/19  “En raison de ma mise en place à compter du 1er septembre 2019 comme IEN LCR dans le 29 et, en l’absence de remplaçant disponible pour assurer ces mêmes fonctions dans le Morbihan, je vous informe que les rendez-vous de carrière de l’année 2019/2020 seront assurés par les IEN de vos circonscriptions respectives. En conséquence, je vous demanderais, lors de votre rendez-vous de carrière, de présenter à l’observation de mes collègues IEN, une séance menée en langue française.”

  • Lizher kaset d’ar rektor d’an 19 a miz Gwengolo 2019 + lizher d’ar SNUIPP_FSU 56 + SGEN CFDT ( an 2 sindikad ezel eus ar c’h/KAYR)

  • Kenlabour get ar SNUIP 56 ( DASDEN 56 + rektordi) , lizher “recours gracieux” + media + kefridi fiziet d’ur breutaer (kabined Rajjou e Brest )

 3) KINNIG DANEVELL ARC’HANT

Dispignoù

Gounidoù

frejoù hent : 944 € (distaolet e vezont 0,20 €/km )

yalc’had rannvro : 2000 €

kehentin: 1000 €

emezeladennoù : 765 €

43 ezel paret o skodenn

a bep seurt (bank, asurans, …): 233 €

4) RAKTRESOU AR BLOAZ

Priorelezhioù 2020 : Divizet eo bet sevel strolladoù labour gant tud zo evit labourat war an teulioù-se :

  • Alioù pedagogel + goulenn ma vo savet ur strollad labour war palioù resis ha fetis dre live kelenn ( lizher d’ar rektordi da adsevel …)

  • Adreizh al lise / spisaat ar gwirioù, danvezioù arbennikaet,  bakelouriezh ( sevel ul lizher ..)

  • Kenemglev stad-rannvro da zont 2020-2025 ( niver a bostoù, kenstrivadegoù, CRPE , CAPES/ CAFEP, stummadur dibaouez …)

  • Kaierad klemmoù (sevel ur sintezenn e galleg, aozañ un emvod kelaouiñ araok KAYR Roazhon e miz Genver ..)

Divizoù all bet kemeret : 

  • Ober ur goulenn emezelañ da “Kevre Breizh” ( Diwan Ha “div yezh” e-barzh ar framm, bodad” deskadurezh”) en ur genderc’hel da labourat er strollad “Rouedad ar brezhoneg” : Asantet  eo bet , 1 neptu

  • Sevel ur skritell get bannieloù Breizh, Frañs hag Europa + kanoù broadel “bro gozh ma zadoù” ha “la marseillaise” . Nac’het eo bet : 6 neptu, 8 a-enep, 4 evit .

Resisadur goude an emvod ( ne oa ket tu kavout an destenn lezenn en abeg d’ur gudenn get ar wifi)  Hervez testenn al lezenn eo ret skritellañ ar skritell er c’hlas, kemeret eo bet an diviz hep kaout an titouroù-se  : « Art. L. 111-1-2.-L’emblème national de la République française, le drapeau tricolore, bleu, blanc, rouge, le drapeau européen, la devise de la République et les paroles de l’hymne national sont affichés dans chacune des salles de classe des établissements du premier et du second degrés, publics ou privés sous contrat. »

5) DILENNAÑ AR BUREV

BUREV

–       Prezidant : Goulven Morvan

–       Sekretour : Renan Kebiquet

–       Teñzorour : Brewal Runigo

–       Ezel simpl : Gildas Grimault

Divizet eo bet kas roll an traoù da welet evit pep emvod burev dre skype evit ma vefe tu da izili kemer perzh evit sujed-mañ-sujed memes evit traoù nann raktreset er roll labour

6) SKODENN VLOAZIEK 2019/2020

N’eo ket bet chañchet sammad ar skodenn.

Skodenn

skodenn ordinal

15 €

skodenn souten

20 €