Dleet eo d’ar c’henemglev Stad-Rannvro dougen dalc’hoù uhelek, ar re nemeto a zo gouest da dreuzkas ar brezhoneg ha da respont d’ar goulenn sokial war gresk. Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha kas ar c’hendiviz etre ar Rannvro hag ar Stad betek e benn !
Pennaennoù hollek a gempouez :
- Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn dre zibab hag ar c’helenn divyezhek
- Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn divyezhek par-ouzh-par hag ar c’helenn dre soubidigezh
- Gwareziñ kendalc’h an hentadoù skol a-dost
- Kenlabourat gant akademiezh Naoned evit ar c’helenn el Liger-Atlantel
Parded barregezhioù ar skolidi war ar brezhoneg hag ar galleg eo pal ar c’helenn divyezhek (par-ouzh-par pe dre soubidigezh). En em harpañ war perzh pep rouedad kelenn evit tizhout ar pal-mañ, aze emañ an dalc’h, ha kinnig d’an holl skolidi ur skoliata divyezhek.
- Reiñ tu da bep skoliad da gaout un tañva d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh d’an nebeutañ (YSR/LCR), o kaout harp war al labour a zo bet lakaet e plas er c’hentañ derez gant ar strollegezhioù lec’hel. Kemer an hollekaat-mañ e kont evit ar c’hoskor, evit an heuliañ melestradurel eus ar skolidi, hag evit an darempredoù gant ar familhoù. Kadarnaat un deiziataer evit astenn an hollekaat.`
- Aesaat digoriñ lec’hioù nevez er c’hentañ hag an eil derez, ha kreñvaat an dafar el lec’hioù a zo outo dija : 1°) o respont d’an ezhomm a bostoù divyezhek a gartenn skol hag o kreñvaat ar c’henlabour etre ar c’hevredigezhioù, an Deskadurezh Stad hag ar strollegezhioù lec’hel, hag 2°) o reiñ aotre da gevratelaat a-benn-kaer ar skolioù Diwan nevez er c’hentañ hag en eil derez diwar an hevelep muzulioù hag ar re a dalvez evit digoriñ un hentad divyezhek en ur skol bublik.
- Aesaat ar stummadur e brezhoneg evit ar c’hoskor e-maez a gelenn e darempred gant ar skolidi (skoazeller·ez·ed-mamm, servijoù troskol…)
- Derc’hel kont eus dibarelezhioù ar c’helenn kevredigezhel Diwan, oc’h asuriñ lakaat e kerz an niver a-walc’h a gevratoù evit an implijoù skoazellet e-maez a gelenn, en ur c’hortoz ar c’hresk war baeamant ar forfed skol ; oc’h asuriñ paeamant forfed skol ar c’helenn divyezhek ; o wareziñ obererezh ar strollegezhioù evit lakaat ar savadurioù kelenn e kerz ; o kas da benn ar c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan a zo anv anezhañ en emglev evit an obererezh publik e Breizh.
- Suraat an teir eurvezh kelenn brezhonek bep sizhun e pep klas divyezhek en eil derez , e forzh pe skol e vefe.
- Sevel ha lakaat e pleustr ur steuñv evit diorren ar c’helennadurezhioù anyezhel evit ar c’helenn divyezhek a-bezh, hag oc’h ambroug ar skolidi a-youl vat evit digoriñ ar stummadurioù teknik pe vicherel kentañ e brezhoneg.
- Suraat ha lakaat da dalvezout an treugadoù (hentadoù) divyezhek ha YSR/LCR betek ar vachelouriezh hollek, teknologel ha micherel, en ur harzañ lakaat kevezerezh etre ar brezhoneg hag ar yezhoù bev all, hag o reiñ aotre d’ar skolidi da dremen o arnodennoù e brezhoneg.
- Stummañ an niver a gelennerien a zo ret, er c’hentañ hag en eil derez, pevit ma vefe kelennerien varrek o kelenn da skolidi ar c’hlasoù divyezhek ha dre zibab, zoken pa vezont erlec’hiet. Gant se 1°) tizhout 50% eus ar plasoù miret evit ar c’helenn divyezhek e kenstrivadeg ar c’hentañ derez ha 40 post bep bloaz en eil derez, 2°) kreñvaat barregezhioù brezhonek ar gelennerien divyezhek, 3°) derc’hel ur stummadur YSR/LCR evit an holl studierien MEEF unyezhek er c’hentañ hag en eil derez.
- Aesaat stummañ ar gelennerien 1°) o tisplegañ kreizenn stummañ ar gelennerien bublik e Sant Brieg war 3 lec’h (Brest, Roazhon, Gwened) ha 2°) o kreñvaat arc’hantaouiñ kreizenn stummañ kelennerien Diwan (Kelenn e Kemper) evit ma vo gouest da zastum an taos micherel.
- Brudañ ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn dre zibab e touez an holl dud (familhoù, studierien, kelennerien) en ur gaout harp war bep rouedad kelenn, pep hini o klokaat ar re all.