D’an 8 a viz Ebrel e vo votet evit ar raktres lezenn war hor yezhoù
https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/dossiers/protection_patrimoniale_langues_regionales?etape=15-SN1 goude ma oa bet votet ur wezh kentañ er vodadenn vroadel bloaz zo. Lamet e oa bet enni kement mellad a denne d’an deskadurezh dindan ali an “aotrou” ministr Blanquer.
Tremenet e oa bet er Sened e miz Kerzu 2020 e-lec’h ma oa bet votet en-dro 3 mellad a-bouez evit aesaat deskiñ hor yezhoù er skolioù : paeiñ ar forfedoù skol evit ar skolioù kevredigezhel evel DIWAN, gellet kelenn hor yezhoù dre soubidigezh en Deskadurezh-Stad, deskiñ brezhoneg war euriadoù kustum an amzer-skol e-giz e Korsika ( evit ar c’helenn brezhoneg dre zibab er skolioù da skouer)… Ma vefe votet ar 3 mellad-mañ dindan ar memes stumm resis e vefe achu get ar mont-dont etre ar Breujoù hag ar Sened.
Ma faot deoc’h gouiet muioc’h e c’hellit sellet ouzh stumm ar raktres lezenn a vo kinniget e Breujoù Frañs d’an 8 a viz Ebrel (n’emaint ket e-barzh ar pennadoù votet er lennadenn gentañ er vodadenn vroadel)
https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/textes/l15b3658_proposition-loi
Betek bremañ n’eo ket bet lâret c’hoazh gant pep kannad a Vreizh penaos e vo votet getoñ. An termen mat eo evit lakaat gwask àrne o c’houlenn en em gavout gete. Evit kement-mañ e vo kavet al liammoù da bellgargañ arguzennoù evit pep mellad da vout mouezhiet, un diaporama hag amañ daveennoù holl gannaded Breizh.
D’ar Merc’her 31 a viz Meurzh e vo ivez un devezh a-bouez : diskouezet e vo ar raktres lezenn e bodad-labour an aferioù sevenadurel. D’an deiz-se e vo gouiet hag e vo laosket d’ar gannaded LREM votiñ èl ma faot dezhe pe e vo reit un urzh votiñ dezhe.
- arguzennoù evit an 3 mellad da bellgargañ amañ ⤵️ :
https://kelennomp.bzh/wp-content/uploads/PPL-Langues-régionales-articles-2eme-lecture.pdf
- arguzennoù evit ar gannaded savet get ar strollad “evit ma vevo hor yezhoù” da bellgargañ amañ ⤵️ :
https://kelennomp.bzh/wp-content/uploads/arguzennou-kannaded.pdf
Mard oc’h prest ha kontant da vonet da welet ho kannad pe unan arall implijit an dafar da bellgargagañ amañ a-us ha lârit deomp-ni.
Kaset zo bet nevez zo posteloù get ar strollad “Pour que vivent nos langues “ d’ar gannaded e Frañs a-bezh ha savet zo bet ur gartenn soñjoù votiñ ar gannaded.
Pedet eo ar gannaded da reiñ o soñj votiñ dre ar feurm-skrid enlinenn mañ : https://26kslmab95c.typeform.com/to/DmXWYYFr
Kaset ez eus bet ivez get Kelennomp! ul lizher da bep kannad e Breizh dre bostel ha dre ar post, da bellgargañ edan ⤵️
https://kelennomp.bzh/wp-content/uploads/lizher-PPL-8-a-viz-Ebrel-yezhou-rannvro.pdf