UNANET EVIT AR BREZHONEG – EVIT UN EMGLEV STAD-RANNVRO UHELEK ! kinnigoù ar c’hevredigezhioù d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro

 

UNANET EVIT AR BREZHONEG – EVIT UN EMGLEV STAD-RANNVRO UHELEK ! 

kinnigoù ar c’hevredigezhioù d’an dud war ar renk  evit an dilennadegoù rannvro 

Savet eo bet ar strollad “Unanet evit ar brezhoneg” gant Diwan, Div Yezh Breizh, ha Divaskell, anv nevez ar gevredigezh kerent ar familhoù evit ar c’helenn divyezhek er skolioù katolik,  Kelennomp ha Kevre Breizh. Bodet eo bet ar c’hevredigezhioù evit gervel d’ar vanifestadeg e Kemper en doa bodet 5000 den evit goulenn ma vefe sinet ar c’henemglev Stad-Rannvro evit treuzkas ar yezhoù Breizh hag evit ma vefe votet al lezenn Molac.   

Dleet eo d’ar c’henemglev Stad-Rannvro, ne vo ket sinet araok an dilennadegoù rannvro,  dougen dalc’hoù uhelek, ar re nemeto a zo gouest da dreuzkas ar brezhoneg ha da respont d’ar goulenn sokial war gresk. Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha kas ar c’hendiviz etre ar Rannvro hag ar Stad betek e benn ! 

En em ginnig a rit er votadegoù Rannvro e miz Even a zeu. Goulenn a reomp ma vo sinet un emglev gant ar Stad ar buanañ ar gwellañ war ziazez an 10 poent da heul war zachenn kelennadurezh ar brezhoneg.

Mard oc’h dilennet, daoust hag eñ e ouestlit difenn an holl c’houlennoù-se da geñver ar c’hendivizoù gant ar Stad evit ar c’henemglev Stad-Rannvro war « treuzkas yezhoù Breizh » ?

Trugarez da respont deomp araok ar 4 a viz Mezheven war hor postel :

contact(at)unanetevitarbrezhoneg.bzh 

Pennaennoù hollek a gempouez :

  • Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn dre zibab hag ar c’helenn divyezhek 
  • Chom hep lakaat kevezerezh etre ar c’helenn divyezhek par-ouzh-par (publik pe katolik) hag ar c’helenn dre soubidigezh
  • Gwareziñ kendalc’h an hentadoù skol a-dost
  • Kenlabourat gant akademiezh Naoned evit ar c’helenn el Liger-Atlantel 

Parded barregezhioù ar skolidi war ar brezhoneg hag ar galleg eo pal ar c’helenn divyezhek par-ouzh-par pe dre soubidigezh. En em harpañ war perzh pep rouedad kelenn evit tizhout ar pal-mañ, aze emañ an dalc’h, ha kinnig d’an holl skolidi ur skoliata divyezhek. 

  1. Reiñ tu da bep skoliad da gaout un tañva d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e framm lezenn Molac hag ar mellad 3 (kelenn ar yezhoù rannvro e framm eurioù boutin ar skolioù hag an aozadurioù kelenn) o kaout harp war al labour a zo bet lakaet e plas er c’hentañ derez gant ar strollegezhioù lec’hel. Kemer an hollekaat-mañ e kont evit ar c’hoskor, an ostilhoù pedagogel ret, evit heuliañ melestradurel ar skolidi, hag evit an darempredoù gant ar familhoù. Kadarnaat un deiziataer evit astenn an hollekaat war bemp departamant Breizh.
  2. Aesaat digoriñ lec’hioù nevez er c’hentañ hag an eil derez, ha kreñvaat an dafar el lec’hioù a zo outo dija : 1°) o respont d’an ezhomm a bostoù divyezhek er gartenn skol hag o kreñvaat ar c’henlabour etre ar c’hevredigezhioù, an Deskadurezh Stad hag ar strollegezhioù lec’hel, dre ur steuñv liesvloaziek e pep kumuniezh kumunioù pe tolpad gant un arsav daou vloavezh araok serriñ ur post unyezhek en deskadurezh publik pe katolik . 2°)  o kevratiñ adal an deroù skolioù kentañ hag eil derez Diwan, gant ar memes daveoù hag ar re a dalvez evit ar skolioù publik.  3°)  Oc’h embann ur pal uhelek a 50 000 skoliad divyezhek e 2030 oc’h aotren da zerc’hel un niver a gomzerien  par da hini 2018.
  3. Aesaat ar stummadur e brezhoneg evit ar c’hoskor e-maez a gelenn e darempred gant ar skolidi (skoazeller·ez·ed-mamm, servijoù troskol…). Kinnig ur steuñv stummañ da vroudañ ar c’hoskor liesseurt e framm ar C’hendalc’h tiriadel evit ar brezhoneg.
  4. Derc’hel kont eus dibarelezhioù ar c’helenn kevredigezhel Diwan, oc’h asuriñ lakaat e kerz an niver a-walc’h a gevratoù evit an implijoù skoazellet e-maez a gelenn, en ur c’hortoz ar c’hresk war baeamant ar forfed skol ; oc’h asuriñ paeamant forfed skol ar c’helenn divyezhek ; o wareziñ obererezh ar strollegezhioù evit lakaat ar savadurioù kelenn e-kerz ; o kas da benn ar c’henemglev Stad-Rannvro-Diwan a zo anv anezhañ en emglev evit an obererezh publik e Breizh.
  5. Suraat an teir eurvezh kelenn brezhonek bep sizhun e pep klas divyezhek en eil derez e forzh pe skol e vefe.
  6. Sevel ha lakaat e pleustr ur steuñv evit diorren ar c’helennadurezhioù anyezhel e brezhonegevit ar c’helenn divyezhek a-bezh, o vont da nebeutañ da zaou danvez anyezhel (DAY) evit kement lec’h eil derez  (Skolaj, lise) e-maez kelennadurezh ar yezh (publik ha katolik) hag oc’h ambroug al liseoù a-youl vat evit digoriñ ar stummadurioù teknik pe vicherel kentañ e brezhoneg.
  7. Suraat ha lakaat da dalvezout an treugadoù (hentadoù) divyezhek ha YSR/LCR betek ar vachelouriezh hollek, teknologel ha micherel, en ur baouez gant ar c’hevezerezh etre ar brezhoneg hag ar yezhoù bev all, hag o reiñ aotre d’ar skolidi da dremen o arnodennoù e brezhoneg. En un doare pleustrek e talvez an tu evit an holl skolidi da zibab un eil yezh vev (LVB) brezhoneg o virout ar gwir da zibab un trede yezh (LVC), da vezañ enskrivet en ur rann europat (skolaj, lise) o kenderc’hel gant ar brezhoneg, o reiñ tu da heuliañ war memes tro an arbennigouriezh brezhoneg gant arbennigouriezhioù  yezhel all evel mard eo evit an arbennigouriezh Yezhoù ha sevenadurioù an henamzer.
  8. Stummañ an niver a gelennerien a zo ret, er c’hentañ hag en eil derez, evit ma vefe kelennerien varrek o kelenn da skolidi ar c’hlasoù divyezhek ha dre zibab, zoken pa vezont erlec’hiet. Gant se 1°) tizhout 50% eus ar plasoù miret evit ar c’helenn divyezhek e kenstrivadeg ar c’hentañ derez ha 40 post bep bloaz en eil derez (20 CAPES, 20 CAFEP), oc’h adsevel ar genstrivadeg tutañ (sevel ur CAPES / CAFEP unpenn ha n’eo ket daoubenn evel m’emañ evit ar c’horseg ha gant un testeniadur o talvezout evit ur c’helenn anyezhel – KAY), tizhout 2 bost ar bloaz evit an agregelezh.  2°) kreñvaat barregezhioù brezhonek ar gelennerien divyezhek dre ur steuñv drezañ e-unan ha sevel kuzulioù pedagogel gant palioù deskiñ boutin ha tamm ha tamm e brezhoneg eus ar skol-vamm betek al lise. 3°) derc’hel ur stummadur YSR/LCR evit an holl studierien MEEF unyezhek er c’hentañ hag en eil derez en INSPE hag ISFEC Breizh o lakaat anezhañ er muzulier barregezhioù ar gelennerien war skouer ar saozneg.
  9. Aesaat stummañ ar gelennerien 1°) o tisplegañ kreizenn stummañ ar gelennerien bublik e Sant Brieg war 3 lec’h (Brest, Roazhon, Gwened) ha 2°) o reiñ ur stummadur dibaouez dioutañ e-unan d’ar gelennerien divyezhek bleniet e par an akademiezh (18 eurvezh ar bloaz evit an derez kentañ) o terc’hel kont eus dibarderioù ar c’helenn divyezhek en deskadurezh publik peurgetket. 3°) o kreñvaat arc’hantaouiñ kreizenn stummañ kelennerien Diwan (Kelenn e Kemper) evit ma vo gouest da zastum an taos micherel. 4°) Sevel ur steuñv stummañ stummerien war live an akademiezh evit an arbennigouriezh « yezhoù rannvro » evit an deskadurezh publik ha katolik. 5°) Diorren an enklask  war gelennadurezh ar brezhoneg ha bouetañ stumadur ar gelennerien da zont o kinnig 2 ARED (yalc’had enklask doktorelezh)  ar bloaz arbennikaet war an danvez-se arc’hantaouet  penn-da-benn gant ar Rannvro.
  10. Brudañ ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn dre zibab en arbenn d’an holl dud (familhoù, studierien, kelennerien) oc’h en em harpañ war glotusted pep rouedad kelenn, o kas war-raok ur c’houlzad kelaouiñ uhelek bloaziek war skouer an hini a vez graet evit ar stummadur brezhoneg d’an dud deut.