koulzad kehentiñ evit an hentadoù divyezhek

Gant an enkadenn yec’hedel n’eus ket bet gallet kelaouiñ tud ar skolidi evel ma oa dleet. Setu perak ez eus bet lakaet war-sav ur c’houlzad brudañ an deskadurezh divyezhek e miz Mae ha Mezheven gant ar gevredigezh “Mignoned ar brezhoneg” gant harp Ofis publik ar brezhoneg ha kenarc’hantaouet gant Rannvro Breizh.

Evit ar wech kentañ emañ an teir rouedad kelenn brezhoneg er c’hentañ derez a-unan er c’houlzad kehentiñ-mañ : ar rouedad deskadurezh publik gant kevredigezh kerent skolidi an hentadoù divyezhek publik (Div Yezh), ar rouedad katolik gant PAKEK Breizh ha kevredigezh kerent an hentad divyezhek katolik (Divaskell) hag ivez rouedad ar skolioù Diwan.

Skoazellet eo ivez ar c’houlzad-mañ gant Kelennomp ! ha gant Kevre Breizh (kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh).

Div lodenn a ya d’ober ar c’houlzad-mañ. Unan anezho a ra gant ar web hag ar rouedadoù sokial hag ul lodenn all gant un doare klaseloc’h da gehentiñ gant plegfollennoù ha skritelloù.

El lodenn internet ha rouedadoù sokial e kaver ur porched internet ECOLE.BZH hag a ro an tu da c’houzout hiroc’h diwar-benn an divyezhegezh abred galleg-brezhoneg ha da glask ar skol dostañ a ginnig un deskadurezh galleg-brezhoneg. Ennañ e kaver ivez kartenn ar skolioù divyezhek, bet savet gant Ofis publik ar brezhoneg, merket warni kement skol kentañ derez a c’haller kavout e Breizh.

Ouzhpenn-se, war ar rouedadoù Twitter (@EcoleBzh), Facebook (@Ecole.bzh) , Instagram (@Ecole.bzh) & Youtube  ez eus bet krouet kontoù a c’haller skignañ danvez ganto ha lakaat buhez er c’houlzad (lec’h kelaouiñ diwar-benn an divyezhegezh, lec’hiañ ar skolioù…).

Gant ar c’hontoù-se e vo

  • lakaet an deskadurezh divyezhek galleg-brezhoneg en a-raok war an dachenn.
  • hag e vo ivez kaset pelloc’h keleier rouedadoù kelenn divyezhek ar c’hentañ derezwar ar rouedadoù sokial.

Meur a skor a ya d’ober al lodenn gehentiñ boas ivez : skritelloù ha plegfollennoù, met ivez gitonioù kehentiñ da vezañ lakaet dirak ar skolioù. Emañ Ofis publik ar brezhoneg o vont e darempred gant ar strollegezhioù lec’hel evit ma vo skignet ganto an holl skoroù el lec’hioù meret gant an tiez-kêr (servij buhez skol, tiez-kêr, mediaouegoù, magourioù…). Goulenn a reer ivez diganto kemer perzh er c’houlzad skritellañ e kêr. Amañ evit ellet ouzh ar c’hit reit d’an tiez-kêr gant Ofis ar Brezhoneg (bzhg ha galleg).  

Gant ar c’hevredigezhioù lec’hel (Div Yezh, Divaskell ha KDP Diwan) e vo skignet an dafar-se ivez e lec’hioù prevez, stalioù… Amañ evit sellet ouzh ar c’hit reit d’ar c’hevredigezhioù kehrend lec’hel ha PAKEKoù Diwan.