Goulennaoueg d’an dud war ar renk, kenemglev Stad-Rannvro : an disoc’hoù !

Kaset e oa bet ur goulennaoueg 11 poent d’an dud war ar renk evit an dilennadeg rannvro gant ar strollad “Unanet evit ar brezhoneg” (“Uni.e.s pour la langue bretonne”) diwar-benn an emglev Stad-Rannvro nevez a-zivout treuskas yezhoù Breizh. Setu an disoc’hoù.

Ar strollad “Unanet evit ar brezhoneg” (“Uni.e.s pour la langue bretonne”), savet gant Diwan, Div Yezh Breizh, Divaskell, kevread kerent er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg ha Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù Breizh, a oa e penn ar vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh kent.

D’ar mare-se e oa bet bodet 5000 den o c’houlenn e vefe sinet an emglev stad-rannvro nevez a-zivout treuskas yezhoù Breizh e-keñver skoilhañ Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

Kaset e oa bet ur c’houlennaoueg diazezet war 11 poent d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro diwar-benn an emglev-se da zont.

Goude disfiz al lezenn Molac hag heuliadoù an divizoù gant kuzul ar vonreizh e rank an emglev da zont teurel un dalc’h uhelek muioc’h eget biskoazh, kement-all evit suraat treuskas ar brezhoneg hag evit bastañ d’an ezhommoù war gresk er gevredigezh.

Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha lakaat an eskemmoù etre ar rannvro hag ar stad dont da vat war-lerc’h an dilennadeg rannvro !

E-barzh an daolenn-mañ e kinnigomp deoc’h ar respontoù resevet gant and dud war ar renk. 

Adkavit an holl respontoù hag ar c’houlennaoueg kaset war : https://cutt.ly/Unanet-Regionales2021