Galv da vanifestiñ dirak rektordi Roazhon 19-01-22: kenemglev Stad-Rannvro

KENEMGLEV STAD-RANNVRO BREZHONEG : GALV DA VANIFESTIÑ DIRAK REKTORDI ROAZHON D’AR MARC’HER 19 A VIZ GENVER DA 2 e 30 GM 

Ar rouedadoù a gevredigezhioù (Diwan, Divyezh Breizh : Kevredigezh rannvro tud ar skolidi evit ar c’helenn ar/e brezhoneg er skolioù publik, Divaskell Breizh : rouedad ar c’hevredigezhioù Dihun tud ar skolidi er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! : kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg, Kevre Breizh : kenurzh sevenadurel kevredigezhel e Breizh) a galv d’en em vodañ dirak rektordi academiezh Roazhon d’ar Merc’her 19 a viz Genver da 2e30.

Chom a ra war evezh a-leun ar rouedadoù goude ar vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh 2021 ma oa bet bodet war-dro 5 000 den o c’houlenn ma vefe sinet ur c’henemglev uhelek gant ar stad e-keñver skoilhoù gant Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

Da-geñver un emvod kehentiñ d’ar 5 a viz Genver e Kemper hor boa diskouezet e oamp aet drouk ennomp ouzh kinnigoù diwezhañ ar rektordi a-raok Nedeleg ha na c’heller ket degemer anezho. 

Cheñch a rafe penn d’ar vazh abaoe, diouzh a glever. Un toullad emgavioù zo bet etre ar rektordi ha servijoù ar rannvro, unan en o zouez etre Prezidant ar Rannvro ha Rektour Akademiezh Roazhon diwar-benn an dra-se.

Ret eo deomp chom war evezh evit ma vo klevet gant ar galloud kreiz ha dreist-holl gant an Deskadurezh Stad goulennoù ar bretonezed hag ar vretoned o doa diskouezet o nerzh e-pad ar vanifestadeg e Gwengamp d’an 29 a viz Mae tremenet (goude disfiz darnel al lezenn Molac gant ar c’huzul vonreizh). Ouzhpenn-se e c’hortozomp respontoù louer d’hor goulennoù gant ar Rektour da goulz Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvroel kentañ a vo dre videoprezegenn d’an 18 a viz Genver, da lavaret eo an deiz kent an tolpadeg.

Gant dilennadeg ar prezidant o tostaat ez eus ur riskl ma vefe stanket ur wech ouzhpenn ar c’hevraouiñ ma ne teuont ket da vat dizale. Chom a ra war-dro ur pemzektez a-benn disoc’h gant un destenn uhelek (war an diazezoù savet gant ar rannvro) evit ma vo votet a-benn emgav kentañ kuzul ar Rannvro Breizh e miz C’hwevrer.

Teuliad kelaouiñ kinniget d’an emvod gant ar mediaoù e Kemper d’ar 5 a viz Genver 2022 da bellgargañ.