23 a viz Gwengolo 2024
Kemennadenn d’ar Mediaoù
Ministrerez nevez an Deskadurezh-Stad a-enep d’ar brezhoneg ?
Ar re o deus sinet ar gemennadenn-mañ o deus kemeret kont eus anv an itron Anne GENETET evel ministrez an Deskadurez-Stad. Ar pempvet ministrer.ez e karg eo e-korf nebeutoc’h eget daou vloaz goude Pap NDIAYE, Gabriel ATTAL, Amélie OUDEA-CASTERA ha Nicole BELLOUBET.
Ne c’hellomp nemet stadañ n’eo ket anat e c’hallfe ur seurt vals a vinistred reiñ an tu da labourat don ha da lakaat an adreizhoù ret war dachenn an deskadurezh da vont en-dro.
Mard eo bet lakaet war wel buan gant meur a aozadur, dreist-holl ar sindikadoù, an diskiant ar vinistrez war dachenn an deskadurezh, e fellfe deomp disklêriañ omp sabatuet krenn war ur poent all.
Ouzhpenn bezañ votet a-enep lezenn Molac e 2021, itron GENETET zo ivez unan eus ar 61 den o doa sinnet al lizher en doa kaset an afer d’ar C’huzul Bonreizhel a-enep d’al lezenn-se memestra. Ret eo derc’hel soñj e teuas an diviz-se da vezañ ur c’hontrollerezh darnel eus al lezenn : ar C’huzul o vezañ disklêriet e oa enep ar vonreizh ar c’helenn dre soubidigezh hag implij arouezioù diakritek evel an ñ Fañch en anvioù-bihan !
Ar gwir da faziañ a zo anezhañ, evit ar vinistred nevez ivez, met dibab itron GENETET ne c’hell lakaat ac’hanomp da vezañ souezhet mik pa ne vez ket lakaet e pleustr al lezenn Molac hag ar memes tra c’henemglev Stad-Rannvro Breizh (2022 -2027) diwar-benn treuzkas ar yezhoù Breizh, sinet e miz Meurzh 2022.
An envel-se a sav goulennoù ivez e-keñver diaesterioù arc’hant Diwan ha nac’hadenn ar Stad da sinañ un emglev nevez gant ar rouedad padal e oa echuet an hini a-raok e miz Kerzu 2020 hag a c’helffe kinnig un diskoulm da ziaesterioù frammadurel ar rouedad.
C’hoarvez a ra en un endro ma vez kreñvaet enebiezh akademiezhioù evit lakaat da vont war-raok diorren ar c’helenn yezhoù rannvroel hag a laka en arvar an treugad divyezhek evit miliadoù a vugale en hentadoù divyezhek.
Goulenn a reomp neuze digant ar vinistrez sklaeraat buan he savboentoù war ar poentoù liesseurt-se dre ur politikerezh a-raok a-du gant diorren kelenn ar brezhoneg ha dre vras ar yezhoù rannvroel.
Evit echuiñ emaomp o kontañ war ministred nevez Breizh, Fabrice LOHER ha Françoise GATEL, evit difenn ar yezhoù anvet rannvroel e diabarzh ar gouarnamant.