Kemennadenn d’ar Mediaoù
Kaset e oa bet ur goulenn digoll en a-raok da Rektor akademiezh Roazhon d’an 10 a viz Here 2024 gant ar c’habined breutaerion Coudray, o kuzuliañ DIV YEZH BREIZH (kevread kevredigezhioù ar gerent evit ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg hag ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik) ha KELENNOMP ! (kevread kelennerien ar brezhoneg hag e brezhoneg).
E keñver ar mankoù kablus a-berzh ar Stad evit lakaat e pleustr da ar c’henemglev Stad-Rannvro bet sinet d’ar 15 a viz Meurzh 2022 a zo noazus evit an deskiñ brezhoneg ha diorrren ar yezh en Deskadurezh Broadel, e c’houlenn hor c’hevredigezhioù ma vo paeet gant ar Stad ar sammad a 10 000 € pep hini evit digoll an distruj moral bet gouzañvet.
Pal ar goulenn digoll-mañ eo reiñ tu da ziskoulmañ buan ha padus an tabut a denn da vankoù kablus ar Stad, a vez stadet ganeomp abaoe meur a viz.
Hep respont rektor akademiezh Roazhon a-benn daou viz en deus resevet dija ar burev alvokaded COUDRAY e Roazhon, arbennikaet war ar gwir publik, ar galloud da gas an afer dirak al lez-varn melestradurel e-barzh un obererezh pleustrek leun. Karget e oa ar c’habined-se e miz Mezheven tremenet da gas da benn un dielfennadur resis eus renad lezennel ar c’henemglev bet sinet diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvroel hag e implij, hag ivez da reiñ alioù deomp evit sevel ur strategiezh lezennel a-enep ar Stad.
DIV YEZH BREIZH ha KELENNOMP! a zegas da soñj d’ar Stad eus e dleadoù a zeu eus ar c’henemglev Stad-Rannvro diwar-benn treuzkas ar brezhoneg, en ur harpañ dreist-holl war mellad L 312–11 Kod an Deskadurezh a zispleg, da-heul votadeg al lezenn Molac e 2021 : “ da-geñver emglevioù etre ar Stad hag ar rannvroioù (…) ez eo ar yezh rannvroel un danvez a vez kelennet en eurvezhioù reizh er skolioù-mamm hag er skolioù kentañ, er skolajoù hag el liseoù e pep lec’h pe en darn eus an tiriadoù a sell an dra-se outo, a-benn kinnig kelenn ar yezh rannvro d’an holl skolidi.”