Lezenn an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwarez glad ar yezhoù rannvroel ha brudañ anezho (« Lezenn Molac ») ha kelenn ar brezhoneg : ur reked barnerezhel kaset d’al lez-varn velestradurel a-enep ar Stad

 

Kemennadenn d’ar mediaoù 

Lezenn an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwarez glad ar yezhoù rannvroel ha brudañ anezho (« Lezenn Molac ») ha kelenn ar brezhoneg : ur reked barnerezhel kaset d’al lez-varn velestradurel a-enep ar Stad 

Hon div gevredigezh Div Yezh Breizh, kevread kevredigezhioù tud ar vugale evit ar c’helenn brezhoneg hag e brezhoneg er skol bublik, ha Kelennomp!, kevredigezh ar gelennerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg, hag  o deus divizet tagañ ar STAD diral al lez-varn velestradurel e-keñver ar mankoù bras lakast war wel evit lakaat da dalvezout ar c’hendivizad Stad-Rannvro sinet e miz Meurzh 2022 evit brudañ ar yezhoù Breizh, hag ar brezhoneg dreist-holl.

Sinet e oa bet ar c’henemglev-se e Roazhon dirak Kentañ ministr ar mare-se, an ao.Jean Castex, gant ar pal lakaat da dalvezout disoc’hoù pleustrek goude bet votet  lezenn an 21 a viz Mae 2021 a denn da warez glad ar yezhoù rannvroel ha d’o brudañ, lesanvet “Lezenn Molac”.

Hor breutaerien, ar c’habined Coudray e Roazhon, arbennikaet war ar gwir publik a zo o paouez kas ur reked barnerezhel dirak lez-varn velestradurel Roazhon a-enep ar Stad, dileuriet gant an aotrou Emmanuel ÉTHIS, Rektor rannvro akademiezh Breizh diouzh ar mellad D.222-35 eus Kod an deskadurezh.

Goude meur a zoare da glask en em glevet gant Rektoriezh akademiezh Roazhon evit lakaat da dalvezout ar c’henemglev Stad-Rannvro Breizh, war dachenn an deskadurezh, o deus divizet hor c’hevredigezhioù kas an afer dirak al lez-varn.

Diazezet eo ar reked  barnerezhel-se war ar mellad L 312–11-2  eus Kod an Deskadurezh , lakaet e pleustr gant mellad 7 al lezenn Molac “da-geñver kendivizadoù  etre ar Stad hag ar rannvroioù (…) ez eo ar yezh rannvroel un danvez a vez kelennet en eurvezhioù skol er skolioù-mamm,  er skoliù kentañ,  er skolajoù hag el liseoù e pep lec’h pe en darn eus an tiriadoù ma vez komzet ur yezh rannvroel a-benn kinnig kelenn ar yezh  d’an holl skolidi.”

 Kaset eo bet ar rekour-se  dirak al lez-varn pa n’eus bet sinet kendivizad all ebet etre ar Stad hag ur Rannvro all goude votadeg al lezenn Molac daoust m’emañ an holl genemglevioù kazi echu ganto.

Ouzhpenn-se eo bet divizet nevez zo lakaat war-sav ur gefridi kelaouiñ gant ar Sened evit dielfenañ penaos eo bet lakaet al lezenn Molac da dalvezout. Anvet eo ar senedour euskarat Max Brisson hag ar senedourez vreizhat Karine Daniel evel danevellerien.

AMAñ al liamm war-zu ar c’hinnig graet e Roazhon e-pad an emvod kelaouiñ d’ar 5 a viz Meurzh 2025 e “Klub ar c’haztennoù”