D’ar 5 a viz Mae 2025 e oa bet dalc’het un emgav e ministrerezh an Deskadurezh-Stad e Pariz gant ar CEBEP 44 (Collectif pour l’Enseignement du Breton à Ecole Publique) diwar stad an traoù hag an diaesterioù evit ar c’helenn brezhoneg publik el Liger-Atlantel.
Bodañ a ra ar strollad sindikadoù (SNUP FSU 44, SGEN CFDT), Div Yezh, an FCPE ha Kelennomp!. Kavout a reoc’h war lec’hienn Kelennomp ar gemennadenn bet savet goude an emvod.
Ar gemennadenn da heul an emvod :
Degemeret e oa bet ar strollad evit ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik e Liger-Atlantel (CEBEP 44) , o vodañ sindikadoù kelennerien (SNUIPP FSU 44, SGEN CFDT), kevredigezhioù kelennerien (Kelennomp!) ha kevredigezhioù kerent (FCPE, Div Yezh) , gant kabined Ministrerezh an Deskadurezh-Stad e Pariz d’ar 5 a viz Mae. Fellout a rae d’ar strollad reiñ da c’houzout c’hoantoù kreñv-tre kerent an tud an departamant evit kaout muioc’h a vrezhoneg er skolioù (TMO-CSA) hag an diouer a steuñv diorren liesvloaziek evit ar c’helenn brezhoneg, abaoe 23 bloaz, daoust bezañ ur redi hervez al lezenn.
« Kadarnaet eo bet gant ar ministrerezh n’eo ket bet raktreser netra gant rektorelezh Naoned evit diorren an niver a gelennerien hon eus ezhomm », hervez Guillaume Pichard eus an FSU. “ Ne vez ket doujet ouch ar reolennoù, bitellat a reont !N’eus ket bet lakaet da dalvezout meur a stignad evit stummañ ha tuta kelennerien en akademiezh Noaned memes ».
“Souezhus eo memestra bezañ degemeret gant Kabined ministrerezh an Deskadurezh-Stad, tra ma nac’h rektorez en em gavout ganeomp, padal e vez sañset bezañ ar rektorez bezañ hor c’hendivizerez “naturel”. “Abaoe ouzhpenn 20 vloaz abaoe m’eo bet savet ur C’huzul-Akademiezh evit ar Yezhoù Rannvro (KAPYR) evit ar brezhoneg e Liger-Atlantel, n’hon eus morse resevet respont ebet d’hor goulennoù evit un atersadenn gant ar rektorelezh” a ouzhpenn Solen Pedron evit ar CFDT Deskadurezh.
« Ar sañtimant hon eus e gwirionez eo bet graet pep tra evit stankañ kresk an niver a vugale en hentennoù divyezhek, o deus kresket koulskoude eus +15% er bloavezh skol diwezhañ, ha se dre grouiñ skoilhoù ha toulloù-trap evit gorrekaat an diorren. Gortoz a reomp emdroadurioù war ar poentoù-se. », a ouzhpenn Pascal Henry evit an FCPE,
« Marteze e c’hellfe bezañ frouezhus ‘benn ar fin ar goulennoù niverus savet beteken gant 50 dilennad, en o zouez 18 kannad ha senedour, evit lakaat e pleustr diarbennoù reoliadurel ha lezennel, gant ar goulennoù dre skrid kaset d’ar gouarnamant savet gant un ezel eus ar parlamant, gant goulenn maerez Naoned evit un c’hendivizad evit ar c’helenn brezhoneg rakwelet gant al lezenn (goulenn chomet respontet a-benn ar fin) », a echu Henri Pascal. “Teurel a raimp evezh penaos e troio an traoù”.
A-benn ar sizhunioù da zont e vo roet da c’houzout gant ar strollad disoc’h barnedigezh al lez-varn velestradurel ha spi hon eus e vo araokadennoù a-bouez evit ar c’huzul-akademiezh kentañ.