En em unvaniñ evit ma vevo hor yezhoù !

Ar c’henstroll “Evit Ma Vevo Hor Yezhoù” a oa bet krouet e 2019 evit enebiñ ouzh heuliadoù noazus adreizhadur al liseoù, a oa bet lakaet e pleustr gant Jean-Michel Blanquer, bet ministr an Deskadurezh-Stad. Divizet ez eus bet gant ar strollad a vode kevredigezhioù evit difenn hor yezhoù en em dreuzfurmiñ en ur gengevredigezh.

Da-geñver an emvod-meur diazezañ  bet dalc’het e Baiona d’ar 25 a viz Here e oa deuet da vezañ, ent ofisiel, ur gevredigezh hervez lezenn 1901.  E-tro ugent kevredigezh zo enni bremañ, hag a zo o tileuriañ meur a yezh (brezhoneg, euskareg, okitaneg, elzaseg, flandrezeg…)

Dalc’het eo bet an emvod-meur-se d’ur mare ma n’eo ket bet biskoazh uheloc’h ar skoazell foran d’ar yezhoù anvet “rannvroel”. Ur sontadeg IFOP eus miz Gouere 2025 urzhiet gant ar strollad “Rannvroioù ha Pobloù Kengred”  a ziskouez ez eus 77% eus an dud  a-du gant o anzavadur ofisiel e Frañs (+5% e-korf 10 vloaz). Lenn ar studiadenn klok gant an IFOP amañ hag an diverrañ aze.  

Un digarez eo bet an emvod-meur-mañ evit divizout war an oberoù da gas da benn war verr ha war green termen. 

Un daol-grenn gant komzoù tud arbennikaet 

Derc’hent an emvod-meur diazezañ e oa bet aozet e kambr kenwerzh ha greanterezh Euskadi an Norzh un  daol-grenn war an  tem “Ar gwirioù yezhel hag ar framm lezennel : pelec’h emaomp pevar bloaz goude vot al lezenn Molac?” 

 Véronique Bertile, kelennerez war ar gwir foran e Skol-veur Bourdel, arbennigourez war dachenn ar yezhoù anvet “rannvroel”, he doa digoret an daol-grenn gant  ur poent war ar framm lezennel evit ar yezhoù e Frañs, urzhaz* an normoù  a dalvez evit gwir hor yezhoù hag ar skoilh a chom gant  bonreizh Frañs evit hor yezhoù. 

Aze e oa Paul Molac, evel daneveller lezenn an 21 a viz Mae 2021  a-zivout gwareziñ glad ar yezhoù rannvroel hag ar  brudañ anezho, lesanvet “Lezenn Molac”. Max Brisson, Senedour ar Pireneoù-Atlantel kendaneveller ar gefridiezh kelaouiñ ha priziañ er Sened diwar-benn  al lezenn Molac (gant Karine Daniel, Senedourez al Liger-Atlantel) en doa kinniget disoc’hoù e zanevell hag an erbedennoù. Embannet eo bet an danevell ent-ofisiel nevez zo , d’ar 15 a viz Here. Da lenn amañ an danevell kok hag ar sintezenn. 

François Marani, eus ar gabined alvokaded Koudray (Roazhon),  arbennigour war ar gwir publik, en doa displeget penaos ha perak e oa bet divizet kas ar Stad dirak lez-varn velestradurel e Breizh dre n’eo ket bet sevenet gant rektorelezh Roazhon he dleadoù dindan ar c’hendivizad sinet e miz Meurzh 2022 gant rannvro Breizh evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij e buhez foran, gant framm lezennel al “lezenn Molac”. 

Palioù resis 

Lakaet ez eus bet war wel ivez ne vo ket lakaet al lezenn Molac da dalvezout nemet ma kemer perzh an dilennidi lec’hel ha rannvroel da vat e Breizh evel e lec’hioù all ha ma lakafe ar geodedourien hag er c’hevredigezhioù un tamm gwask war an holl bennoù politikel (dilennidi lec’hel ha rannvroel, senedourien, kannaded) evit rediañ an Deskadurezh-Stad da lakaat e pleustr ivez erbedadennoù danevell ar Sened.

Adembannet eo bet e-kerzh an  emvod-meur diaezañ, d’an deiz war-lerc’h, pegen ret eo d’ar gengevredigezh da gejañ gant kannaded, senedourien ha tud war ar renk evit dilennadegoù liesseurt, diorren ar c’houlzadoù kizidikaat evit an dud dre vras, aozañ manifestadegoù war an dachenn ivez ma vez ret hag enebiñ ouzh an diouer a youl bolitikel evit termeniñ ur framm lezennel a aotrefe lakaat e pleustr politikerezhioù yezh tiriadel efedus. 

Adkadarnaet eo bet an ezhomm da gemmañ mellad 2 Bonreizh Frañs ivez. Dre ma n’eus ket  ur statud kenofisiel en tiriadoù evit hor yezhoù,  e chom an treuzkas hag an implij anezho bevennet betek re hag o yezherien  a vez lakaet da geodedourien eil takad.  Gant ar gwirvoud-se e vez harzet pep steuñv evit adperc’hennañ hor yezhoù evit annezidi an tiriadoù. N’eo ket “bev” penn-da-benn hor yezhoù neuze, hag e kalz tiriadoù, eo a-boan e teuont a-benn da chom bev. 

Gant an tremen eus framm ur strollad d’ur gengevredigezh e c’hallo “Evit Ma Vevo Hor Yezhoù” en em aozañ gwelloc’h, war an dachenn oberiant, evit kreñvaat e labour ha, spi hon eus, broudañ muioc’h a gevelerien eus ar c’hevredigezhioù yezhel da gemer perzh ha da gaout ul levezon brasoc’h c’hoazh er c’hendiviz foran ha tizhout ar palioù kinniget.

*urzhaz : hiérarchie e gale