Emvod-meur kentañ KELENNOMP! Kemper 26/05/18

Danevell divizoù bet kemeret e-kerzh an emvod-meur e Kemper d’ar 26/05/2018

Digoradur : Stad ar c’helenn brezhoneg e Breizh :  diaporama da bellgargañ amañ

 

Atalier-perzhiañ (“atelier participatif”) : Ur gevredigezh nevez evit ober petra, peseurt kudennoù zo ? soñjoù-pennañ a-berzh an dud a oa en emvod. 

  • Stourm ouzh ar rektorelezh / lakaat ar rektorelezh da zoujañ d’an emglev rannvro stad 2015/2020
  • Bodañ ar gelennerien ha mont davet / desachañ / ar re yaouank, lakaat ar re yaouank er jeu
  • Brudañ ar stummadurioù hir war ar brezhoneg hag ar yalc’hadoù evit ar gelennerien
  • Harpañ an diorren / derc’hel ganti en eil derez/ brudañ ar brezhoneg evel danvez da zibab (kevezañ gant an opsionoù all …)
  • Tañva d’ar brezhoneg d’an holl war patrom ar pezh a vez graet e Korsika, kentoc’h ur c’helenn evit un tañva
  • Tutañ, staliañ kelennerien en eil-derez, postoù, digeriñ danvezioù gant reolennoù sklaer
  • Programoù war ar brezhoneg hag ar mod da gelenn skaler sklaer ha frammet , stummañ ar gelennerien, uhelaat, gwellaat kalite ar yezh, ar soubidigezh en hentennoù publik ha katolik er skol-vamm
  • Statud Diwan, kevratoù skoazellet
  • Capes brezhoneg (daoubennek)

 

Temoù labour adalek ar poentoù  bet dibabet

1) war verr dermen 2018/ 2019 :

  • sevel tolpadoù lec’hel dre zepartamant e-kerzh ar bloavez-skol 18/ 19 (2 e 29 : Brest , Kemper , 56 : An alre, 22 : Gwengamp,             35 : Roazhon, 44 : Naoned)
  • Bezañ degemeret e CALR : sevel ur rakdisklêriadur ( evit addegas da soñj an emglev rannvro bet sinet d’ar rektorelezh)
  • Goulenn ma vo savet ur bodad nevez (kelennerien 1ñ ha eil derez, ensellerieon, mistri stummerien, kuzulierien bedagogel ..) gant ar pal kaout  programmoù evit kelenn e brezhoneg ha kelenn ar brezhoneg : lizher + CALR + mediaoù….

2) war verr dermen 18 /19 ha war grenn dermen (araok 2021) :

  • Degas an tañva d’ar brezhoneg en holl skolioù ( engouestloù an emglev 2015-2020 nann doujet) :  Lakaat gwask war an intrudu gant DASDEN mor-bihan (saozneg er skol-vamm) , goulenn evit monet war-zu patrom korsika : tremen eus an tañva d’ar c’helenn , araok ma vo muioc’h a glasadoù divyezhek !

 

Burev ar gevredigezh dilennet :

  • Dilennet eo bet ar burev a oa bet lakaet evit gortoz.
  • Roll ha karg an dud bet dilennet : Goulven Morvan (prezidant), Brewal Runigo (teñzorour), Renan Kerbiquet (sekretour)