Kirri-boutin evit ar vanifestadeg e Pariz d’an 30 a viz Du e Pariz : Galv “evit ma chomo bev hor yezhoù”

Kirri-boutin a vo o loc’hañ eus Breizh evit ar vanifestadeg a vo e Pariz d’ar Sadorn mintin 30 a viz Du dirak Ministrerezh an Deskadurezh-Stad dre ar galv “Pour que que vivent nos langues” kensinet e Breizh get Diwan, Div Yezh, Kelennomp! ha Kevre Breizh !
Emañ Kevre Breizh e-karg eus aozañ ar veaj evit ar vanifestadeg.  Lakaet ‘vo e plas ur servij kirri-boutin o vont kuit eus Kemper gant arsavoù en Oriant, Gwened, Naoned hag unan all o loc’hañ eus Brest gant arsavoù e Montroulez, GWengamp, Sant-Brieg ha Roazhon.
Skoazellet eo ar veaj a-fed arc’hantaouiñ get ur sammad 4 000 € evit Breizh reit get ar c’hannad europat F. Alfonsi .
🚌
Evit kemer perzh er veaj evit ar Vanifestadeg e Pariz d’ar Sadorn 30 a viz Du, lakait ho anv er furmskrid dre al liamm-se ⤵️