Agregadur brezhoneg : keloù mat !

Gouvezet hon eus eo bet addigoret an agregadur “Langues de France option breton” evit 2021. Betek an 12 a viz Du o deus an dud evit lakaat o anv enlinenn, ✍🏼 aze : https://www.devenirenseignant.gouv.fr/pid33987/enseigner-dans-les-classes-preparatoires-agregation.html

Stag amañ ar programm ofisiel. Dre bellgelennerezh (vizio, dielloù en-linenn,..) e vo graet ar c’hentelioù ha bodet e vo an dud ur wech bennaket.

Pedet eo an dud dedennet da vont e darempred war-eeun gant Herve Bihan e skol-veur Roazhon 2, a zo e penn ar stummadur a ginnig prientiñ ar genstrivadeg.