Ar strollad “Unanet evit ar brezhoneg” (“Uni.e.s pour la langue bretonne”), savet gant Diwan, Div Yezh Breizh, Divaskell, kevread kerent er skolioù divyezhek katolik, Kelennomp ! kevredigezh ar gelennerien e brezhoneg ha Kevre Breizh, kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù Breizh, a oa e penn ar vanifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh kent.
D’ar mare-se e oa bet bodet 5000 den o c’houlenn e vefe sinet an emglev stad-rannvro nevez a-zivout treuskas yezhoù Breizh e-keñver skoilhañ Ministrerezh an Deskadurezh Stad.
Kaset e oa bet ur c’houlennaoueg diazezet war 11 poent d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro diwar-benn an emglev-se da zont.
Goude disfiz al lezenn Molac hag heuliadoù an divizoù gant kuzul ar vonreizh e rank an emglev da zont teurel un dalc’h uhelek muioc’h eget biskoazh, kement-all evit suraat treuskas ar brezhoneg hag evit bastañ d’an ezhommoù war gresk er gevredigezh.
Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha lakaat an eskemmoù etre ar rannvro hag ar stad dont da vat war-lerc’h an dilennadeg rannvro !
E-barzh an daolenn-mañ e kinnigomp deoc’h ar respontoù resevet gant and dud war ar renk.
Adkavit an holl respontoù hag ar c’houlennaoueg kaset war : https://cutt.ly/Unanet-Regionales2021