Roazhon, d’ar 04/09/2023
Da-geñver donedigezh Ministr an Deskadurezh-Stad, Gabriel Attal e Roazhon, d’al Lun 4 a viz Gwengolo e Breizh, hor peder rouedad Diwan, Div Yezh Breizh (Kevredigezh tud skolidi evit ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg er skolioù publik), Divaskell Breizh (Kengevredigezh kerent ar skolidi e skolioù divyezhek katolik) ha Kelennomp ! zo bet degemeret gant ar ar guzulierez nevez e karg eus ar yezhoù rannvro e kabined Gabriel Attal, an it. Tchou-Conraux.
An dalc’h pennañ eo an doujañs a vo kemeret gant ar Stad d’e engouestloù, sinet gantañ ar C’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez d’ar 15 a viz Meurzh 2022, e Roazhon, gant bezañs ar C’hentañ Ministr, Jean Castex.
Hervez ar C’hendivizad e vo kresket an niver a skolidi er c’helenn divyezhek eus 50% ac’hann da 2027 : 10 000 skoliad ouzhpenn dindan 5 bloaz. Diwan, ar c’helenn divyezhek publik hag ar c’helenn divyezhek katolik eo an diorren-se. Evit ar pal-se e ranker ober strivoù stummañ dibar (war-dro 400 kelenner ouzhpenn).
En distro-skol 2023 e vo an izelañ an niver a lec’hiadoù divyezhek publik nevez (n’eus nemet 4) abaoe un toullad bloavezhioù. N’eus ket bet un disoc’h ken fall abaoe 2015 hag ar c’hendivizadoù Stad-rannvro kentañ.
Evit kemer perzh er striv-se e rakwel an emglev ivez, evit an deskadurezh publik, un briorelezh evit goulennoù cheñchamant kelennerien divyezhek ar c’hentañ derez e-barzh an argerzhadur Inéat / exéat , goude bezañ gwiriet o live barregezh war ar brezhoneg evit distreiñ en Akademiezh Roazhon. D’an nebeutañ ez eus bet nac’het 5 aotreoù mont er-maez (Exéat) da gelennerien stummet war ar brezhoneg ha kelennerien e-maez Akademiezh Ro Desket hon eus e oa bet nac’het un aotre mont e Penn-ar-Bed (Inéat) gant an Akademiezh zoken abalamour ma ne oa ket ezhomm eus postoù, ar pezh n’eo ket gwir.
Ur steuñv stummañ zo bet goulennet meur a wech ivez evit gallout stummañ kelennerien unyezhek war ar brezhoneg. Koulskoude n’emañ ket e plas c’hoazh tra m’en deus gouezet ar Stad en ober e Korsika, Euskadi pe en Okitania, o teuler evezh ne vez ket kollet netra a-fed gopr hag e chom ar gelennerien titlet war o fost.
Evit Diwan, n’eo ket deuet da wir c’hoazh ar c’henemglev arbennik Diwan-Stad-Rannvro, bet prometet e 2022, a zo ret evit derc’hel da ziorren rouedad Diwan. An diaesterioù zo stag ouzh paeamant an treziad skol e meur a gumun e Penn-ar-Bed hag ouzh nac’h ar prefed kozh da gas an hanterouriezh rakwelet gant al lezenn Molac. Sklaer eo ar c’helc’hlizher embannet d’ar 16 a viz Kerzu 2021 koulskoude. An dalc’h all a zo abalamour d’an dale a zo o sevel ar c’henemglev trizuek Stad-Rannvro-Diwan, rakwelet abaoe 2019 er gevrat evit an obererezh publik e Breizh. E-touez an dalc’hoù emañ ivez terkañ al lezenn Gatel a-benn chom hep lakaat e pleustr ar memes redioù a vez goulennet gant ar Stad d’ar skolioù nevez abaoe 2018 d ‘ar rouedad skolioù anavezet aboe 1977, hag an arnodennoù e brezhoneg. Teuliad ar savadurioù prestet gant ar strollegezhioù lec’hel ha nevesaat ar savadurioù gant priz an energiezh o kreskiñ a zo bet lakaet war wel ivez. Lakaet eo bet ar gaoz diwar-benn kevratelaat skol Prinquiau goude m’eo bet dilojet eus Savenneg evit buanaat an argerzh goude ouzhpenn 10 vloaz c’hortoz ivez.
An diouer a gelennerien en distro-skol 2023-2024 a zo noazus evit hentad divyezhek rouedad ar c’helenn katolik, harpet gant Divaskell Breizh, hag evit an diorren anezhañ.
Div zistro-skol zo tremenet, div zistro-skol zo bet kollet. Abalamour d’an diouer a emouestl gant ar Ministrerezh emañ ar Stad e dalc’h klemmoù diral al lez-varn velestradurel gant Div Yezh Breizh ha Kelennomp! (e keñver ar c’helenn divyezhek publik, ar fed n’eo ket bet lakaet da dalvezout al Lezenn Molac war ar c’helenn yezh rannvroel er skolioù war an amzer skol ha stummadur dibaouez ar gelennerien) met marteze ivez gant Diwan evit paeamant an treziadoù skol.
Goude an eskemm-se, a gav dimp evel ur bazenn gentañ ( N’hor boa gallet biskoazh kaozeal gant kabined ar vinistred Blanquer a-raok ha Pap N’Diaye), e c’hortozomp oberoù fetis prim. An dra-se a dalvez difrae diwar-benn ar goulennoù kemmoù en akademiezh Roazhon evit ar gelennerien stummet war ar brezhoneg evit talañ ouzh an diouer a gelennerien er skolioù zo. Doujañ engouestloù ar Stad gant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad zo unan eus an diviz ma vo kredapl an eskemm-se.